Plinius an Henañ
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Plinius an Henañ, pe Plinius Kozh, pe Caius Plinius Secundus en latin (23-79), a oa ur skrivagner ha naturoniour roman, oberour un holloueziadur anvet Istor naturel.
Eontr e oa da Plinius ar Yaouankañ (61-114), skrivagner roman ivez, ha politikour.
Taolenn |
[kemmañ] E vuhez
Ganet e oa en 23 e Novum Comum (Como hiriv) ha marvet e Stabies (Stabia en latin), ur gêriadenn e-kichenik Pompei, pa darzhas ar menez Vesuvio, un tamm war-lerc'h dezhañ advabañ e niz Gaius Plinius Caecilius Secundus (Plinius ar Yaouankañ), en 79.
[kemmañ] E oberenn
An Istor Naturel, 37 levr anezhañ, eo an oberenn nemeti a zo deuet betek ennomp. Kalz a labourioù en deus graet Plinius Kozh diwar-benn ar bsikologiezh, ar skiantoù, ar steredoniezh pe c’hoazh, ar vetalouriezh.
[kemmañ] Pelec’h ez eo ganet
Ganet e oa e konsulvezh Caius Asinius Pollion ha Caius Antistius Vetus e 23. Ne ouezer ket e pe lec’h avat . Tud zo a lavar e oa e Verona, ha lod all e Como.
[kemmañ] E stummadur
Plinius kozh a zo ezel eus ar varc’heien Roman (eques) dre e vamm, merc’h ar senedour Gaius Caecilius de Novum Comum. A-raok ar bloavezh 35, e kas e dad anezhañ da Roma, evit e zeskadurezh. Dezskiñ a ra gant ar barzh ha jeneral Publius Pomponius Secundus. Plijout a ra da Blinius deskiñ. E-barzh e levr Publius Pomponius Secundus e komz eus an daou yezhadurour ha helavarour Remmius Palaemon hag Arellius Fuscus hag a zo hervez ar skiantourien e vestr. Studiañ a ra blantouriezh evit an topik (jardin gant girzher troc’het evit ober brav)e Roma. Dindan levezon Senek, e teu da vezañ ur studier entanet gant ar filosofiezh ha gant an helavarouriezh ha kregiñ a ra gant ar vicher a advokad.
[kemmañ] E red-buhez soudard
Dindan urzhioù Gnaeus Domitius Corbulo emañ e 47 e Alamagn, evit sikour da drevadenniñ Alamagn ar Gwalarn hag evit sevel ur ganol etre ar Rhaen hag ar Meuse. O vezañ komandant eus ur arme war varc’h e skriv e-pad ar goañv ul levr diwar-benn teurel ar gwaf war varc’h. E Galia hag e bro Spagn e tesk ster un nebeut gerioù keltiek. Notenniñ a ra en e levrioù anvioù ar c’herioù trevadennet gant Drusus. Un huñvre en deus hag a zo goulenn digant an hini a c’hounezo ar brezel kontañ dezhañ prantadoù ar brezel evit ma vefe skrivet hag anavezet gant an holl dud goude. Er bloavezh 50, mont a ra gant ur mignon dezhañ Titus Flavius (hag a vo impalaer da c’houde) da weladenniñ evit an trede kwech Alamagn.
[kemmañ] E enklaskoù
Bevañ a ra e Roma, dindan galloud Neroñ. Sevel a ra kartenn Armenia ha hini ar mor Kaspian. Gwelet a ra ivez savadur an Domus Aurea eus Neroñ goude an tan gwall e 64. Kenderc’hel a ra e 20 levr diwar benn istor ar brezelioù Germanek. Al levrioù-se a zo lod eus ar re bouezhusañ diwar Germania.