Verona

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Verona
Verona

VeronaOldTown.JPG

Stad Italia
Rannvro Veneto
Kod pellgomz 045
Maer
Amzer gefridi
Paolo Zanotto
Gorread 206.63 km²
Poblañs hep kontoù doubl 259,968 (2004)
Stankter 1,254/km²
Verona

Verona zo ur gêr en Italia an hanternoz. Sez un eskopti eo hag hini gouarnamant ar broviñs ivez. E-kichen ar stêr Adige hag al lenn Garda emañ. Abalamour d'he lec'hiadur e veze liñvadennet a-blaen betek savidigezh hent-riboul Mori-Torbole. Brudet eo serc'hed Verona, da lavarout eo Romeo ha Julieta.

Istor[kemmañ]

Unan eus keodedoù an Euganei a oa Verona met d'ar Genomani e oa ret dezho he reiñ e 550 kt J-Z. Dra roman ez eas war dro 300 kt J-Z ha d'un drevadenn roman e 89 kt J-Z. Ur greizenn genwerzhel e oa e-pad an holl henamzer.

E 489 e oa aloubet gant roue ar c'hoted Theodorik a savas e balez enni. E dornioù ar c'hoted e chomas e-pad an holl vrezel gotek, estreget e 541 pa antreas un ofiser armeniek enni. Tabut e-touez ar jeneraled vizantinat a aotre ar c'hoted d'he mirout avat. En aner hec'h argasas Valerian e 552 ha gant peurziskar ar galloud gotek en Italia e kouezhe ar gêr hepken.

A bep seurt[kemmañ]

E Verona e tremen pezh-c'hoari Shakespeare Romeo and Juliet.

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.