William Shakespeare

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Shakespeare)
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Hw-shakespeare.png

Un dramaour hag ur barzh eo William Shakespeare, ar skrivagner brudetañ e bed al lennegezh saoznek. E Stratford-upon-Avon eo bet ganet e miz Ebrel 1564 ha badezet d'an 26 a viz Ebrel. Lidet e vez e zeiz-ha-bloaz d'an 23 p'emañ gouel sant Jord, paeron Bro-Saoz. Marvet eo bet d'an 23 a viz Ebrel 1616.Pa oa ar Rouanez Elesbed 1añ o ren e mare e obererezh lennegezh ec'h aparchant oberenn Shakespeare da vare al lennegezh elesbedat. Skrivañ a reas 1 600 sonedenn, met n'eus nemet un ugent pezh-c'hoari ma vezer sur eo Shakespeare an oberour anezho. Tabut a zo bet war peseurt lodenn labour a zo bet sevenet gantañ. P'en deus asantet da embannadurioù 'zo, reoù all a zo bet savet hep e ali ha leun a fazioù int.

Buhez[kemmañ]

N'eo ket gwall anavezet buhez William Shakespeare. Pa oa e vamm ganet en un tiegezh perc'henned douar e timezas ur pelleter a c'hounezas bezañ anvet da vaer Stratford. Ha William, trede bugel diwar 8, a yeas da studiañ d'ur grammar school (ur skol eil derez) ar gêr hag a yeas marteze da Skol-Veur Oxford e-pad un nebeud mizioù. Koulskoude e timezas, yaouankik a-walc'h, pa oa 18, gant Ann Hathaway. Tri bugel a zeuas er familh dindan 3 bloaz ha ne ouzer ket pelec'h e oant o chom.
E 1592 e ouzer e oa o chom e Londrez hag anavezet dija evel komedian ha dramaour. Soutenet e oa gant kont Southampton hag e tedias dezhañ un darn eus e varzhonegoù hag ur pezh-c'hoari. Prenañ a reas Shakespeare ul lodenn e kompagnunezh c'hoariva perc'hennet gant an aotrou kambrelan (Lord Chamberlain e saozneg).
War-dro bloavezhioù diwezhañ ar XVIvet e oa Shakespeare unan eus pennoù C'hoariva ar Voul-Douar (Globe Theater) ha goude-se e teuas da vezañ lodenner C'hoariva ar Blackfriars. Ne seblant ket bezañ chomet komedian goude 1603.
War-dro 1610 e teuas da Stratford en-dro. Mervel a reas a-raok 6 vloaz goude.

E oberennoù[kemmañ]

Barzhoniezh[kemmañ]

C'hoariva[kemmañ]

Fentc'hoarioù[kemmañ]

Pezhioù-c'hoari istorel[kemmañ]

Trajediennoù[kemmañ]

Pezhioù-c'hoari kollet[kemmañ]

Pezhioù-c'hoari amwir[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.