Leiden
Eus Wikipedia
Leiden (distaget ['lɛidən] pe ['lɛidə] e nederlandeg) zo ur gêr gozh eus an Izelvroioù, 15 km en norzh da Den Haag ha 40 km er mervent da Amsterdam. E Genver 2006 e oa 118 070 den o chom enni. Savet eo bet ouzh kember ar stêrioù Oude Rijn ha Nieuwe Rijn (ar "Roen kozh" hag ar "Roen nevez"), div vrec’h eus ar stêr Roen.
Ur gêr gozh eo Leiden, pa gaver meneg anezhi en istor abaoe an XIvet kantved da nebeutañ. Marteze ez eo Lugdunum Batavorum ar Romaned. Brudet eo he skol-veur, savet e 1575, unan eus skolioù-meur koshañ Europa. E levraoueg ar skol-veur-se emañ Dornskrid Leiden, skrivet en henvrezhoneg. E Leiden ivez e oa bet embannet geriadur galleg-brezhoneg Cillart de Kerampoul, anavezet dindan al lesanv L'Armerye.
Gevelliñ [kemmañ]
Gevellet eo gant:
Liammoù diavaez [kemmañ]