Toruń

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ti-kêr kozh Toruń (Ratusz)
Kreiz kêr Toruń

Toruń (Thorn en alamaneg, Torń e kachoubeg) zo ur gêr eus Polonia, e hanternoz ar vro, war ribl ar stêr Wisła (Vistula). Annezet eo gant 205 934 a dud (2009). E Toruń e oa bet ganet ar steredoniour Nicolaus Copernicus; war roll lec’hioù glad bedel an UNESCO emañ kreiz kêr abaoe 1997 ha brudet eo he savadurioù arzel, ouzhpenn 300 anezho. Savet e voe kêr e 1230-1231, gant marc’heien an Urzh Teutonek. E-pad ar Grennamzer e oa unan eus kêrioù an Hansa. Ur gêr alamanek e voe e-pad kantvedoù, betek 1920, pa rankas an Impalaeriezh alaman he lezel gant Polonia, goude ar Brezel-bed Kentañ.

Kêrioù gevellet[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.