Yell
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Triticum spelta | |||||
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Plant | ||||
| Skourrad : | Magnoliophyta | ||||
| Kevrennad : | Liliopsida | ||||
| Urzhiad : | Poales | ||||
| Kerentiad : | Poaceae | ||||
| Genad : | Triticum | ||||
| Anv skiantel | |||||
| T. spelta L. |
|||||
|
|||||
Yell (triticum spelta) a zo ur spesad hekzaploid gwinizh. Un ed pouezus e oa e-pad prantad an arem me ne chom hiziv nemet e-kreiz Europa m'en-deus kavet ur marc'had nevez er boudereol . Gwelet e vez gant reoù'zo evel un ispesad eus ar gwinizh.
[kemmañ] Orin
Liesorin eo ar yell. Ur spesad hekzaploïd eo ha krouet e oa bet, war a seblant, dre ur paradur etre ur gwinizh-feur evel Triticum dicoccon hag ur c'heotenn wez Aegilops cylindrica. Er Reter Nesañ eo c'hoarvezet ar paradur-mañ moarvat rak tu-se e kresk Aegilops cylindrica. C'hoarvezout a reas an dra-se kent donedigezh war-wel gwinizh boutin, war-dro 8000 bloaz'zo.
Boud produet a c'hell dre ur paradur etre Triticum dicoccon ha gwinizh boutin met goude paradur ar gwinizh tetraploid gant Aegilops cylindrica. Dre ar seurt paradur-se e oa bet krouet en Europa rak kalz diwezhatoc'h e teu war-wel er c'hevandir-se eget en Azia. Harpañ a ra enklaskadennoù genel nevez ar vartezadenn-mañ [1] met n'eo ket skler c'hoazh hag en-deus ar yell daou orin pe unan nemetañ [2][3]
[kemmañ] Istor
Diskouez a ra an arkeologiezh e oa yell e Treuzkaokazia er pempvet milvad kent Jezuz-Krist Dija met en Europa eo e oa boutinañ[4] Kavet e oa bet restachoù a yell e lec'hiennoù eus nevezoadvezh ar maen (2500 - 1700 kt J-K) e Kreiz-Europa[5][6] E-pad prantad an arem en em skrignas e-barzh an holl gevandir hag e-pad prantad an houarn e oa an ed pouezusañ e su bro Alamagn hag e Preden [7]
E-pad ar Grennamzer e veze gounezet e Suis, Tirol ha su Alamagn. Enbarzhiet e voe en Amerika er bloavezhioù 1890 met erlec'hiet e voe e-pad ar XXvet kantved gant ar gwinizh. Implijet eo gant al labour-douar bevoniel, avat, rak n'en-deus ezhomm eus kalz temz.
[kemmañ] Daveoù
- ↑ Blatter RH, Jacomet S, Schlumbaum A (2004). About the origin of European spelt (Triticum spelta L.): allelic differentiation of the HMW Glutenin B1-1 and A1-2 subunit genes.. PubMed. Kavet e February 14, 2006.
- ↑ Blatter,R.H. et al. (2004). "About the origin of European spelt (Triticum spelta L.): allelic differentiation of the HMW Glutenin B1-1 and A1-2 subunit genes" (html).
- ↑ Ehsanzadeh, Parviz (1999). "Agronomic and Growth Characteristics of Spring Spelt Compared to Common Wheat" (pdf).
- ↑ Cubadda, Raimondo and Marconi, Emanuele (2002). "Spelt Wheat in Pseudocereals and less Common cereals: Grain Properties and utilization Potential (eds. Belton, Peter S.; Taylor, John R.N.)" (html).
- ↑ Cubadda, Raimondo and Marconi, Emanuele (2002). "Spelt Wheat in Pseudocereals and less Common cereals: Grain Properties and utilization Potential (eds. Belton, Peter S.; Taylor, John R.N.)" (html).
- ↑ Akeret, Ö. (2005). "Plant remains from a Bell Beaker site in Switzerland, and the beginnings of Triticum spelta (spelt) cultivation in Europe" (html).
- ↑ Cubadda, Raimondo and Marconi, Emanuele (2002). "Spelt Wheat in Pseudocereals and less Common cereals: Grain Properties and utilization Potential (eds. Belton, Peter S.; Taylor, John R.N.)" (html).
- Padulosi, Stefano, Karl Hammer and J. Heller (1996). Hulled Wheats. Promoting the conservation and use of underutilized and neglected crops. 4. Proceedings of the First International Workshop on Hulled Wheats 21-22 July 1995, Castelvecchio Pascoli, Tuscany, Italy.
- Zohary, Daniel and Maria Hopf (2000). Domestication of plants in the Old World. Oxford: Oxford University Press. ISBN 0-19-850356-3.
|
|
|
|---|---|
| Amarant • Heiz • Gwinizh-du • Fonio • Daeroù Job • Kañiwa • Maiz • Mell (ed) • Kerc'h • Kinoa • Riz • Segal • Sorgho • Spelt • Triticale • Teff • Riz Gouez • Gwinizh |