Kazakstan
|
|||||
| Yezhoù ofisiel | Kazac'heg, Rusianeg | ||||
| Kêr-benn | Astana | ||||
| Prezidant | Nursultan Nazarbayev | ||||
| Kentañ Ministr | Daniyal Ac'hmetov | ||||
| Gorread - Hollad - |
2.717.300 km2 |
||||
| Poblañs - Hollad (2001) Stankder |
15.143.704 6/km2; |
||||
| Independence - Declared - | From Soviet Union, December 16, 1991 | ||||
| Monneiz | Tenge | ||||
| Kod kenwiad | .kz | ||||
Republik Kazakstan pe, ent-berr Kazakstan (kazakeg: Қазақстан, Qazaqstan, LFE /qɑzɑqˈstɑn/; rusianeg: Казахстан, LFE: /kɐzəxˈstɐn/), a zo ur vro vras-ec'hon eus Azia ar C'hreiz, un darnig vihan a zo avat en Europa, er c'hornaoueg d'ar stêr Oural. Dre he gorread eo an navet brasañ eus ar bed, met didud a-walc'h eo, gant 6 den dre km2, abalamour d'ar stepennoù dezherzhek. Un tammig en tu-hont da 15 milion a dud a oa o chom enni e 2005. Bevennoù he deus gant Kevread Rusia, Republik Pobl Sina, Kyrgyzstan, Ouzbekistan ha Turkmenistan. Hediñ a ra ivez Mor Kaspia. Kazakstan a oa ur republik eus an ez-Unvaniezh Soviedel. Bremañ eo ezel eus Kenglad ar Stadoù Dizalc'h.
Taolenn |
Istor[kemmañ]
Politikerezh[kemmañ]
Ur Republik ur Prezidant en e benn eo Kazakstan. Nursultan Nazarbayev a oa bet addilennet evit 7 vloavezh e 1999 goude dilennadegoù Prezidant na oant ket bet kavet reizh gant an Aozadur evit ar Surentez hag ar C'henlabour en Europa. Abaoe eo bet addilennet bep tro.
Rannvroioù[kemmañ]
14 oblys (proviñs) a zo, ha 3 c'hêr (qala*) : Almaty, Almaty*, Aqmola (Astana), Aqtobe, Astana*, Atyrau, Batys Qazaqstan (Oral), Bayqongyr*, Mangghystau (Aqtau), Ongtustik Qazaqstan (Shymkent), Pavlodar, Qaraghandy, Qostanay, Qyzylorda, Shyghys Qazaqstan (Oskemen), Soltustik Qazaqstan (Petropavl), Zhambyl (Taraz.
Douaroniezh[kemmañ]
2,7 milion km2 a zo d'ar vro. Ken bras ha kornôg Europa eo.
Astana eo ar gêr-benn abaoe Mezheven 1998, e-lec'h Almaty.
Armerzh[kemmañ]
Poblañs[kemmañ]
Gwelet ivez:[kemmañ]
Liammoù diavaez[kemmañ]
- Lec'hienn ar Prezidant
- Degemer mat e Kazakstan
- Suhbat.com
- Gouarnamant Kazakstan
- Bank broadel Kazakstan
- Kartenn al lec'hioù kontammet (e ruz)
Afghanistan • Arabia Saoudat • Armenia2 • Azerbaidjan1 • Bahrein • Bangladesh • Bhoutan • Brunei • Egipt3 • Emirelezhioù Arab Unanet • Filipinez • India • Indonezia5 • Iran • Iraq • Israel • Japan • Jordania • Jorjia1 • Kambodja • Kazac'hstan1 • Kiprenez2 • Kirgizstan • Korea an Norzh • Korea ar Su • Koweit • Laos • Liban • Malaysia • Maldivez • Mongolia • Myanmar • Nepal • Oman • Ouzbekistan • Pakistan • Qatar • Rusia1 • Republik Pobl Sina • Republik Sina (Taiwan) • Singapour • Siria • Sri Lanka • Tadjikistan • Thailand • Timor ar Reter4 • Turkia1 • Turkmenistan • Viêt Nam • Yemen
Stadoù ha n'int ket anavezet: Nagorno-Karabac'h2
Tiriadoù gant ur statud ispisial: Hong Kong • Makao • Palestina
1. En Europa evit un darn. 2. En Azia e-keñver douaroniezh met a vez sellet outi evel un tamm eus Europa evit abegoù istorel ha sevenadurel. 3. En Afrika evit ar braz. 4. Lakaet a-wechoù en Oseania. 5. En Oseania evit un darn.
Azerbaidjan • Kazac'hstan • Kirgizstan • Turkia • Turkmenistan • Ouzbekistan • Republik Turk Kiprenez an Norzh¹
¹N'eo anavezet Republik Turk Kiprenez an Norzh nemet gant Turkia
Armenia • Azerbaidjan • Belarus • Kazac'hstan • Kirgizstan • Moldova • Ouzbekistan • Rusia • Tadjikistan • Ukraina
Stad kevreet: Turkmenistan
|
|
|||||||
|---|---|---|---|---|---|---|---|
| Izili |
|
||||||
| Arsellerien |
|
||||||