Tour Bayterek,e kreizig-kêr
Astana (kazakeg : Астана), bet Akmolinsk betek 1961, Tselinograd betek 1992 hag Akmola betek 1998, eo kêr-benn hag eil kêr vrasañ Kazakstan. War-dro 700 000 annezad zo enni. Deuet eo da vezañ kêr-benn ar vro e 1997 e plas Almaty.
Astana a dalvez kement ha “kêr-benn” e kazakeg.