Wiski

Eus Wikipedia
Banne wiski
Ur banne wiski hag un tamm skorn ennañ. Hervez tud zo eo ur pec'hed lakaat skorn er wiski. Gwelloc'h lakaat ur berad dour.

Ar wiski zo un evaj, pe died, graet diwar strilhañ heiz kellidet, a-wechoù segal, kerc'h pe maiz.

Tabut a vez etre Iwerzhoniz ha Skosiz da c'houzout gant pehini eus an div bobl eo bet ijinet an died. Graet e vez wiski e SUA, e Kanada, hag e Japan, e Kembre, hag e Breizh ivez.

Peurvuiañ e vez kavet an anv whisky war ar boutailhoù ha n'eus nemet Iwerzhoniz ha Stadunaniz a skriv Whiskey. Met n'eo ket un anv saoznek a orin.

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Wiski zo ur ger a zeu eus ar gouezeleg, skrivet uisce beatha en iwerzhoneg, hag uisge-beatha e gouezeleg Bro-Skos, savet diwar uisce/uisge, "dour", ha beatha, "buhez". Neuze eo un droidigezh eus ar gerioù latin aqua vītae, a gaver ivez en akvavit Danmark, un anv meneget adalek ar XIVvet kantved. Skrivet eo bet iskie bae e 1583 hag usquebea e 1706.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krediñ a reer e oa deuet an doare d'ober wiski eus broioù ar Mor Kreizdouar gant menec'h eus Iwerzhon bet o pirc'hirinañ dre eno etre ar VIvet hag ar VIIvet kantved. Gant an Arabed e veze lambiget frondoù ha louzoù c'hwezh vat e Spagn er Grennamzer, hogen lambigañ evaj ne veze ket graet ganto.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.