Krampouezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Krampouezh

Krampouezh zo ur meuz bet boutin war ar maez e Breizh-Izel. Hiziv e vez debret muioc'h e kêr, en tier-krampouezh.

Ober krampouezh[kemmañ]

Pillig giz nevez

War ur billig, pe ur gleurc'h e vez graet krampouezh. Warni e vez ledet an toaz ha lakaet da boazhat.

Bleud, uioù, ha laezh az a peurliesañ d'ober an toaz. Paket e vo ur banne gant ul loa-bod ha ledet war ar billig (tommet ha lardet en a-raok) gant ur rozell. Ur wech poazhet, troet gant ur spanell pe ur sklisenn, ha poazhet c'hoazh, e vo aozet ar grampouezhenn.

Daou seurt zo : ar c'hrampouezh ed-du, teñval o liv, hag ar c'hrampouezh gwinizh, sklaer pe rous, hag zo un dibenn-pred saourus.

Debriñ krampouezh[kemmañ]

Gwechall e veze debret ar c'hrampouezh hep netra warne, nemet ur vi a-wechoù. Toaz sall a veze, gant bleud gwinizh-du kentoc'h, da zebriñ gant soubenn pe gant chistr. Toaz sukret d'ober krampouezh dous.

Hiriv e vez lakaet traoù a bep seurt war-benn ar c'hrampouezh:

  • amann, fourmaj, kig-moc'h ha vioù a vez lakaet alies war ar c'hrampouezh ed-du,
  • amann, sukr, kaotigell, ha chokolad a lakaer peurliesañ war ar c'hrampouezh gwinizh-gwenn.

E broioù all[kemmañ]

Krampouezh a vez graet e broioù all, hag e doareoù all:

Tiez-krampouezh[kemmañ]

Ti-krampouezh Santez Anna, brudet e kêr Roazhon, amzer zo bet

Debriñ krampouezh a vez graet e tier-krampouezh alies.

Gerioù deveret[kemmañ]

  • Krampouezher, krampouezherez, ar paotr pe ar plac'h a ra krampouezh
  • Krampouezh-mouezig, ur blantenn

Troioù-lavar[kemmañ]

  • Ober krampouezh war revr ur bugel : ober van da reiñ ur feskennad dezhañ, gant ur sklisenn kentoc'h, dre fent. Evel amañ: Ur grampouezhenn az po c'hoazh? Ma kerez e rin unan dit war da revr!
  • Ober krampouezh war an dour: teurel mein plad a rez an dour d'o lakaat da lammat
  • Ober an traoù war don ar c'hrampouezh gwinizh: war an ton bras .

Krennlavaroù[kemmañ]

  • Gant c'hwezh ar c'hrampou(e)zh / E tosta meur a veg lipous.
  • Gant c'hwezh ar c'hrampouezh mat/ E weler ar begoù lipous o tostaat.
Wiktionary-logo-br.png
Sellit ouzh ar ger krampouezh er
wikeriadur, ar geriadur frank.