Dienn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

An dienn (pe koaven) a zo un danvezenn zruz, gwenn he liv, a zo el laezh. P'eo skañvoc'h eget an dour a zo an elfenn pennañ e teu an dienn war c'horre al laezh evel ma teu diouzh bronnoù al loen. Al laezh dienn pe al laezh livrizh a vez graet eus al laezh n'eo ket bet lamet an dienn dioutañ ha al laezh diziennet eus an hini hep dienn. E Europa e wez gwerzhet er stalioù tri seurt laezh hervez feur an dienn (druzoni) a zo ennañ : laezh diziennet (kazi dizruz), laezh hanter-diziennet (17 gram a zruzoni /litr), laezh dienn (34 gram a zruzoni / litr).

Dienn hadennet[kemmañ]

Dre silañ enni laktobazhigoù e c'heller fardañ un dienn hadennet a zo fetisoc'h ha trenkoc'h eget an dienn skañv a zeu gant al laezh livrizh. Goude bezañ bet pasteurizet, e vez gwerzhet an dienn hadennet evit he implij er geginerezh.

Farderezh an amanenn[kemmañ]

Implijet e vez an dienn evit fardañ an amanenn. Dienn laezh ar buoc'henned a vez implijet peruvuiañ, mat laezh ar bualed, ar c'hañvaled hag ar yaked ivez. Dre vasañ kreñv an dienn e c'heller fardañ an amanenn en ur ribod.

Gerioù gant dienn enno[kemmañ]

Gerioù ha troiennoù deveret[kemmañ]

  • diennañ un den bennak : goulennata pizh evit lakaat un den bennak da lavaret traoù resis
  • diennek
  • diennerez

Leoù-touet[kemmañ]

Implijet e vez ar ger dienn en un nebeud leoù-touet, marteze e-lec'h ar ger diaoul:

  • Pod an dienn!
  • Sac'h an dienn!

Sellet ivez[kemmañ]