Kilogramm

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar c'hilogramm (simbol: kg) eo an unanenn SI diazez evit ar mas. Dre dermenadur ez eo kevatal gant mas pimpatrom etrebroadel ar c'hilogram, anezhañ ur granenn platin iridiet (90 % platin ha 10 % iridiom), 39 mm he diametr ha 39 mm hec'h uhelder, ha disklêriet unanenn vas SI abaoe 1889 gant Burev Etrebroadel ar Pouezioù hag ar Muzulioù (BIPM).

Bez' ez eo an unanenn SI diazez nemeti a ra gant ur rakger [1]. Ul lieskement eus ar gramm eo: 1 kg = 1 000 g.

Bez' ez eo ivez an unanenn SI nemeti a zo termenet c'hoazh gant ur stalon danvezel ha n'eo ket gant ur perzh diazez eus ar fizik. Miret e vez ar pimpatrom-se dindan tri c'hloc'h gwer siellet ha na vez tennet er-maez nemet evit ober stalonadennoù (ar pezh a zo c'hoarvezet teir gwezh hepken abaoe ma'z eus anezhañ). Daoust d'an diwalloù-se ez eo variet mas ar pimpatrom eus un nebeud mikrogrammoù dija.

Padal, abaoe m'eo bet termenet talvoudoù digemmennoù Josephson (CIPM (1988) Erbed 1, PV 56; 19) ha von Klitzing (CIPM (1988), Erbed 2, PV 56; 20) gant an SI, e c'heller ober gant an daou dalvoud-se (KJ = 4,835 979×10+14 Hz/V hag RK = 2,581 280 7×10+4 Ω) ha gant termenadur an amper evit termeniñ ar c'hilogramm evel-henn :

Ar c'hilogramm eo ar mas a vefe buanaet eus 2×10-7 m/s² rik ma vefe sujet d'an nerzh dre vetr etre daou gonduer parallelek, eeun, anfin o hirder, disterdra o zroc'h kelc'hiek, lakaet war-hed ur metr an eil diouzh egile er goullonder, hag a dremen drezo ur red elektrek digemm a 6,241 509 629 152 65.1018 karg elfennel dre segondenn rik.


Graet eo vez ivez gant an unanennoù-se war dachenn ar relativelezh strishaet e-giz unanennoù energiezh (dre al liammadenn E=mc²).

Dazont ar c'hilogramm e-giz unanenn ziazez[kemmañ]

Gouez da James Clerk Maxwell,

Ha pa vefe gwarezet ar c'hilogramm en ul lec'h ispisial dindan gondisionoù kontrollet er BIPM e c'hell e vas cheñch un disterig a vloaz da vloaz en abeg d'ar c'hontammadur, d'ar c'holl materi gant an naetaat war c'horre pe efedoù all. Ur perzh naturel, dre dermenadur, a vez atav ar memes hini ha gallout a reer muzuliañ anezhañ e pep lec'h tra ma n'eo ar nemet er BIPM e c'heller kavout ar c'hilogramm a c'hellfer gwallaozañ pe distruj.

En abeg da se e vo termenet ar gramm e-giz unanenn zeveret sur a-walc'h, da geñver ur c'hendalc'h a zeu eus ar BIPM e miz Here 2007 e Pariz, ha roet e vefe da zigemmenn Planck an talvoud a-varv : 6,626 069 01 . 10-34 J . s.

Diouzh resister balañs ar watt hag he c'henklotadur gant resister gwellaet mas ur molad silisiom pur-kenañ e vo. Hag an dra-se a vo diouzh resister ar metr « skinoù X » a c'hellfe gwellaat gant labourioù ar fizikour Theodor W. Hänsch (evit gouzout hiroc'h gwelet (e saozneg) : [2] ha [3]).

Lieskementoù, ranngementoù hag unanennoù all[kemmañ]

Kontrol da unanennoù all ar sistem etrebroadel ez eus ur rakger e-barzh anv ar « c'hilogramm » dija. Bez' e c'helljed stagañ kement rakger a zo ouzh gramm. Met evit gwir ne vez graet nemet gant ranngementoù ar gramm.

Lieskement Anv Simbol   Ranngement Anv Simbol
100 gramm g      
101 dekagramm dag 10-1 desigramm dg
102 hektogramm hg 10-2 santigramm cg
103 kilogramm kg 10-3 miligramm mg
106 megagramm (pe tonenn) Mg 10-6 mikrogramm µg (pe mcg (nann ofisiel))
109 gigagramm Gg 10-9 nanogramm ng
1012 teragramm Tg 10-12 pikogramm pg
1015 petagramm Pg 10-15 femtogramm fg
1018 egzagramm Eg 10-18 atogramm ag
1021 zetagramm Zg 10-21 zeptogramm zg
1024 yotagramm Yg 10-24 yoktogramm yg

An unanennoù angl-ha-saoz a vez graet stank a-walc'h ganto dre ar bed. Graet e vez peurvuiañ gant unanennoù ar sistem avoirdupois (av), hag e degouezhioù 'zo gant unanennoù ar sistem troy (t) : louzoù ha metalioù prizius.

  • Sistem avoirdupois
    • lur (lb av) : 1 lb av = 0,453 592 37 kg, 1 kg = 2,204 622 6 lb av
    • oñs (oz av) : 1 oz av = 0,028 349 523 125 kg, 1 kg = 35,273 961 950 oz av
  • Sistem troy
    • lur (lb t) : 1 lb t = 0,373 241 721 6 kg, 1 kg = 2,679 228 881 lb t
    • oñs (oz t) : 1 oz av = 0,031 103 476 8 kg, 1 kg = 32,150 747 oz t

En daolenn amañ dindan emañ ar c'henglotadurioù etre an unanennoù; en italik emañ ar c'henglotadurioù etre ar sistemoù angl-ha-saoz.

Kenglotadur gant an unanennoù angl-ha-saoz (talvoudoù nesaet)
g oz av oz t lb t lb av kg
g 1 0,035 3 0,032 2 0,002 68 0,002 20 0,001
oz av 28,3 1 0,911 0,076 0 0,062 5 (1/16) 0,0283
oz t 31,1 1,097 1 0,083 3 (1/12) 0,068 6 0,031 1
lb t 373 13,2 12 1 0,823 0,373
lb av 454 16 14,6 1,22 1 0,454
kg 1 000 35,3 32,2 2,68 2,20 1


Gwelet ivez[kemmañ]