Rakgerioù ar sistem unanennoù etrebroadel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ober a ra ar sistem unanennoù etrebroadel gant rakgerioù a c'hell bezañ lakaet dirak an holl unanennoù evit o lieskementiñ.

Taolenn ar rakgerioù[kemmañ]

    10 N  Rakger   Simbol   Niver 
   1024   yota
Y
 
   1021   zeta
Z
 
   1018   egza
E
 
   1015   peta
P
 
   1012   tera
T
 
   109   giga
G
  Miliard
   106   mega
M
  Milion
   103   kilo
k
  Mil
   102   hekto
h
  Kant
   101   deka
 da
  Dek
   100   unanenn
  Unan
   10-1   desi
d
  Dekvedenn
   10-2   santi
c
  Kantvedenn
   10-3   mili
m
  Milvedenn
   10-6   mikro
μ
  Milionvedenn
   10-9   nano
n
  Miliardvedenn
   10-12   piko
p
 
   10-15   femto
f
 
   10-18   ato
a
 
   10-21   zepto
z
 
   10-24   yokto
y
   

Da skouer:

5 cm
=
  5 × 10-2m
=
  5 × 0,01 m
=
  0,05 m
3 MW
=
  3 × 106W
=
  3 × 1 000 000 W
=
  3 000 000 W

Notenn : Ne vez ket graet gant ar sistem degel (diaz 10) en urzhiataerezh, met gant ar sistem binarel (diaz 2). Setu e tremener eus an eil unanenn d'eben dre lieskementiñ dre 210, pe c'hoazh 1024. Ne vez ket graet gant ar rakgerioù deka hag hekto en dachenn-se.

Emdroadur ar rakgerioù[kemmañ]

E-barzh deved an 18 germinal An III (7 ebrel 1795) e oa lodenn ar rakgerioù miria ha mirio eus rakgerioù ar sistem degel nevez (e-kichen al lieskementoù kilo-, hekto- ha deka-, hag ar ranngementoù desi-, santi- ha mili-). Talvezout a raent a-getep dek mil ha un dekmilvedenn. Implijet e voent betek 1960.

Gant an 11vet Conférence générale des poids et mesures (CGPM) e voe savet evit ar wezh kentañ e 1960 ur roll ofisiel eus rakgerioù ar sistem etrevroadel ne oa ket mui miria- ha mirio- ennañ. E 1960 e oa an daouzek rakger ofisiel: « tera-, giga-, mega-, kilo-, hekto- ha deka-, hag ivez desi-, santi-, mili-, mikro-, nano- ha piko- ».

  • Gant an 12vet CGPM (1964) e voe lakaet « femto- hag ato- » ouzhpenn.
  • Gant an 15vet CGPM (1975) e voe lakaet « peta- hag egza- » ouzhpenn.
  • Gant an 19vet CGPM (1991) e voe lakaet « zeta-, zepto- ha yota-, yokto- » ouzhpenn.

Gerdarzh ar rakgerioù[kemmañ]

Ur ster espleg a zo d'ar rakgerioù kentañ:

  • orin gresianek evit al lieskementoù : deka (deka-) a sinifi « dek », hekaton (hekto-) a sinifi « kant », khilihoi (kilo-) a sinifi « mil », murias (miria-) a sinifi « dek mil ».
  • orin latin evit ar ranngementoù : decem (desi-) a sinifi « dek », centum (santi-) a sinifi « kant », mille (mili-) a sinifi « mil ».

Savet eo bet ar rakgerioù da heul diwar gerioù a vez anvet traoù bras pe bihan ganto :

  • bras : e gresianeg, megas (mega-) a sinifi « bras », gigas (giga-) a sinifi « ramz », teras (tera-) a sinifi « euzhvil » ;
  • bihan : mikros (mikro-) a sinifi « bihan » e gresianeg, nanus (nano-) a sinifi « korr » e latin, piccolo (piko-) a sinifi « bihan » en italianeg.

Savet eo bet ar lieskementoù da heul diwar an heñvelder a zo etre tera ha tetra (pevar e gresianeg), hag ivez dre m'eo 1012 = 1 0004 ; setu ez int sifroù gresianek o deus kollet pe gounezet ul lizherenn:

  • penta → peta-
  • hegza → egza-
  • okta → yota- ha yokto-

Rakgerioù all a oa bet savet er memes mod (hepta → hepa, okta → ota, nav e gresianeg → nea, deka → dea) met n'o deus ket bet biskoazh statud ofisiel ebet.

  • Femtem (femto-) a sinifi 15 e daneg (evit 1015).
  • Zeta- ha zepto-, en diwezh, a zeu eus ar ger gallek sept peogwir e talvezont 1000±7.

Gwelet ivez[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]