Iridiom

Eus Wikipedia
Iridiom
OsmiomIridiomPlatin
Rh
Ir
Mt
Taolenn beriodek, Iridiom
Perzhioù hollek
Niver atomek 77
Rummad kimiek Metaloù ardreuzat
Strollad 9
Trovezh 6
Bloc'h d
Tolz atomek 192,217
Aozadur elektronek
[Xe] 4f14 5d7 6s2
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 15, 2
Perzhioù atomek
Niver oksidadur + 4
Tredanleiegezh 2,20 (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 865,180 kJ/mol
Skin atomek 213 pm
Skin kenamsav 132 pm
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (≈20 °C) 22,550 g/cm3
Teuzverk 2 446 °C
Bervverk 4 428 °C
Tredanharzusted 47,1 nΩ•m (e 20 °C)
Neuz an elfenn
Iridiom

Un elfenn gimiek eo an iridiom ; Ir eo e arouez kimiek, 77 e niver atomek ha 192,217 e dolz atomek. Ur metal ardreuzat eo, eus familh ar platin[1].

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1803, ar c'himiour saoz Smithson Tennant a lakaas platin da zileizhiñ en dour real (HNO3 + 3HCl), ha merzout a reas e chome darn eus ar metal hep dileizhiñ. Heñvel a oa c'hoarvezet gant kimiourien all c'hoazh, o devoa lavaret e oa grafit eus an nemorant. Smithson Tennant e soñjas dezhañ e oa un dra bennak all koulskoude, ha dre arnodiñ gant trenkennoù ha bazennoù e teuas a-benn da rannañ an nemorant e div elfenn vetalek nevez, a anvas iridium hag osmium.
Eus hini Iris (doueez), doueez Hellaz ar ganevedenn, e teu anv an iridiom en abeg da livioù e haloù.

Pelloc'h eget S. Tennant ez eas ur strollad kimiourien, ar Saoz Sir Humphry Davy en o zouez, pa zeujont a-benn e 1813 da brouiñ e c'hall an iridiom teuziñ evel ar metaloù all dre e lakaat en ur red-tredan galloudus ganet gant ur niver bras a zaspugneroù.[2]

Kenderc'hadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwar kenderc'hadur an nikel hag ar c'houevr e teu an iridiom a vez arveret. E Suafrika, e Rusia, e Kanada hag e Stadoù-Unanet Amerika eo e kenderc'her ar muiañ ag iridiom. War-dro 2,3 tonennad a voe kenderc'het e 2011[3].

Perzhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur metal kalet-kenañ liv an argant eo an iridiom. An eil elfenn stabil stankañ eo, goude an osmiom. Puzuilh eo daoust d'e zouester.

Kimiek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar metal diaesañ da zaskrignat eo an iridiom, zoken e gwrezverkoù ken uhel ha 2 000 °C e talc'h ouzh an dour real (HNO3 + 3Hcl), an trenkennoù, ar metaloù all en o stumm teuz, ar silikatoù. Gant halogenoù, ar fluor dreist-holl, ha lod haloù evel NaCN ha KCN e c'hall bezañ daskrignet koulskoude.
Kalz dazgweredusoc'h eo an iridiom en e stumm bruzunet-tanav, tu zo da lakaat tan da begañ ennañ.

Izotopoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou izotop naturel zo d'an iridiom, Ir-191 (37,3 % eus an Ir a gaver war an Douar) hag Ir-193 (62,7 %). Tremen 30 skinizotop zo bet kevanaozet, er skalfad 164Ir — 199Ir, an hini stabilañ o vezañ Ir-192 gant un hanter-vuhez a 73,827 devezh.

Izotopoù stabilañ an iridiom
Izotop % en natur Hanter-vuhez
188Ir kevanaozet >1,73 devezh
189Ir kevanaozet 13,2 devezh
190Ir kevanaozet 11,8 devezh
191Ir 37,3 stabil, 114 neutron
192Ir kevanaozet 73,827 devezh
193Ir 62,7 stabil, 116 neutron
194Ir kevanaozet 19,3 eurvezh

Arver[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abalamour d'e galeter ha d'e harzder ouzh an daskrignat e gwrezverkoù uhel ez implijer an iridiom war meur a dachenn. Alies e vez kendeuzet gant platin, titaniom pe osmiom.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 44Ru, 45Rh, 46Pd, 76Os ha 78Pt e-unan eo ar familh.
  2. Royal Society of Chemistry (en) Liamm oberiant 11 KZU 12
  3. The Adits Funds (en) Liamm oberiant 11 KZU 12


Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok