NASA

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Logo an NASA

An National Aeronautics and Space Administration (Melestradurezh Vroadel an Aerlestrerezh hag an Egor), anavezet muioc'h gant e wreskanv NASA (distagadur saoznek: /ˈnæsə/; ha /ˈnaːza/ dre vras e brezhoneg), eo an ajañs eus gouarnamant ar Stadoù-Unanet a bled gant ar braz eus programm sivil an egor hag an aerlestrerezh eus ar vro-se. E penn a-raok emañ evit ergerzh an egor koulz gant an dud pe gant sontennoù emgefre. Ar programm Apollo da skouer, a dalvezas da gas tud war al Loar e dibenn ar bloavezhioù 1960 hag e penn-kentañ ar bloavezhioù 1970, a oa bet renet ganti. A-douez traoù all eo ganti e oa bet kaset war-raok ivez programm an egorvulzun, an teleskop Hubble, an egorlec'h etrebroadel hag ergerzh koskoriad an Heol gant sontennoù liesseurt.


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.