Mas atomek
Eus Wikipedia
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |
Taolenn |
Mas atomek an izotopoù [kemmañ]
Mas atomek un izotop bennak eo mas relativel un atom eus an izotop-se e-keñver ar c'harbon 12 a zo 12 e vas atomek dre dermenadur. Un niver hep ment eo. Tost a-walc'h eo ar mas atomek ouzh an niver a nukleonoù a zo e nukleüs an atom. N'eus nemet ar c'harbon-12 a zo kevatal e vas atomek d'e niver mas.
Mas atomek an elfennoù [kemmañ]
Mas atomek un elfenn gimiek bennak eo mas atomek keidennek holl izotopoù an elfenn-se. Pouezet e vez ar geidenn-se gant frekañsoù an izotopoù a vez kavet en un endro bennak. Peurvuiañ e vez roet ar masoù atomek en daolenn beriodek diouzh kreunenn hag aergelc'h an Douar. Evit an elfennoù artifisiel e vez roet niver mas an izotop stabilañ etre krochedoù.
An daveoù mas a-hed an istor [kemmañ]
- 1805 : John Dalton a laka mas atomek an hidrogen kevatal da 1.
- 1865 : Jean Stas a laka mas atomek an oksigen 16 kevatal da 16.
- 1961 : Unaniezh Etrevroadel ar Gimiezh Pur hag Arveret a ro dre ziviz termenadur a-vremañ ar mas atomek.
Gwelet ivez [kemmañ]
Liammoù diavaez [kemmañ]