Iris (doueez)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Iris ha Morfeos, livet gant Pierre-Narcisse Guérin (1811).

Iris zo un doueez e mojennoù Hellaz kozh, merc'h da dTaomas, ha d'an Okeanidenn Elektra. Kannadez an doueed e oa, ha hini Hera dreist-holl.

Dezhi e oa da droc'hañ blevenn ar marv d'ar merc'hed a oa darev da vervel, evel ma oa da Hermes lakaat an eneoù da vont e-maez ar c'horfoù. Plac'h a gambr Hera e oa ivez, hag ober a rae he gwele dezhi.

Skeudennet e vez evel ur goantenn yaouankik, dezhi divaskell skedus liesliv. Hervez ar varzhed eo roud he zroad e oa ar ganevedenn, p'edo o tiskenn eus ar menez Olimpos da gas ur gemennadenn da dud an douar; se zo kaoz e vez gwelet alies gant ur ganevedenn.