Neutron

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

An neutron a zo anezhañ ur bartikulenn isatomek. Krouet e voe ar ger neutron gant ar fizikour saoz Ernest Rutherford diwar bennrann ar ger latin "neutral" (dre m'en devoa kavet ar skiantour e oa neptu ar rannig-se) hag an dibenn-ger -on ; setu n'en deus karg elektrek ebet (na pozitivel, na negativel). An neutronoù hag ar protonoù eo kenaozantoù nukleüs an atomoù. Evit an atomoù e vez notet Z an niver a brotonoù (a vez anvet niver atomek pe niverenn atomek), A an niver a brotonoù hag a neutronoù . Setu eo A - Z an niver a neutronoù.

Mas an neutronoù : mn = 939,56533 ± 0,00004 MeV/c2

Lodenn eo an neutronoù eus ar Barionoù (hadron furmet gant tri c'hwark) ha kenaozet int gant ur c'hwark up (karg 2/3 e) ha gant daou gwark down (2 garg -1/3 e).

Dizoloet e oa bet an neutron gant ar fizikour saoz James Chadwick e 1932.

Gwelet ivez[kemmañ]