Kaozeal:Neutron

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Perak "nukleüs" tra ma ra OPaB gant "derc'han an atom" evit treiñ "noyau atomique" ?
derc'han [ˈdɛrxãn] -où g. Fizik Lodenn greiz an atomenn. [...]. Geriadur Brezhoneg an Here, 2001, pajenn 264.
2. NOYAU (M.) de l'atome Derc'han (M.) [...] Dictionnaire classique français-breton, 1990, pajenn 2436.--Prieladkozh (kaozeal) 20 Her 2014 da 13:23 (UTC)[respont]

Pa'm boa boulc'het ar pennad em boa dibabet ober gant geriadur ar skiantoù hag an teknikoù embannet gant Kreizenn ar Geriaouiñ. Kempoell eo ober gant "nukleüs" hag "energiezh nukleel" ha n'eo ket gant "derc'han" ha "gremm derc'hanel". Ur gaozeadenn a gaver amañ diwar-benn an dibab-se. --Yun (kaozeal) 21 Her 2014 da 04:29 (UTC)[respont]

Demat deoc'h, Ya, soñj am eus mat eus ar gaozeadenn-se. Padal, ar pezh n'on ket evit kompren tamm ebet, sur a-walc'h abalamour d'am diouiziegezh war an danvez, eo abalamour da betra e vije kempoelloc'h dibaboù geriadur ar skiantoù hag an teknikoù eget reoù tri geriadur all ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 21 Her 2014 da 06:27 (UTC)[respont]

Ur skouer all : perak an diaoul mont da sevel "partikulenn" tra ma'z eus eus ar ger "rannig" e brezhoneg c'hoazh ? Petra 'vo graet ganeoc'h 'ta ma klaskfen sevel ur pennad, "Fizik ar rannigoù" e ditl ? :-)--Prieladkozh (kaozeal) 21 Her 2014 da 06:53 (UTC)[respont]

N'eo ket ar wech kentañ. N'eus ket da cheñch traoù reizh ha diazez er pennadoù hep reiñ ar peragoù (war ar bajenn gaozeal pe er voestig "diverrañ").

N'on ket bet sklaer 'm eus aon. Fellout a rae din lavaret ez eo kempoell ober gant "nukleüs hag energiezh nukleel" e-lec'h "derc'han ha gremm derc'hanel" hag a zo ken kempoell all. Met ne vije kempoell ober gant "nukleüs ha gremm derc'hanel" pe gant "derc'han hag energiezh nukleel". A galon, --Yun (kaozeal) 24 Her 2014 da 17:23 (UTC)[respont]

Isatomek/Izatomek[kemmañ ar vammenn]

Lakaet ez eus bet "izatomek" e-lec'h "isatomek" dre ziv wezh gant ar memes implijer : [1] ha [2], war zigarez e vefe skrivet "iz-" e-lec'h "is-" dirak ur vogalenn gant ur c'helenner eus skol-veur Roazhon. Evel-se e vez graet e skolveurieg met e peurunvan e skriver "is-" bepred, ha pa vefe distaget [iz] (sellet ouzh an holl c'heriadurioù e peurunvan). Pep hini a c'hell implijout an doare-skrivañ a gar met divizet e voe ober gant ar peurunvan e Wikipedia e 2006 : Wikipedia:Kendivizoù reolata/Wikipedia e peurunvan. Mat e vefe doujañ da reolennoù Wikipedia. --Yun (kaozeal) 1 Du 2014 da 07:31 (UTC)[respont]

Demat, Perak klask tro da lâret Prieladkozh e-lec'h ar memes implijer ? Ober a ra TermOfis OPaB gant "izartikel" da treiñ "subarctique"...
Ha https://br.wiktionary.org/wiki/is
Kavout a ra din ez eo un tammig faeüs hoc'h evezhiadenn diwar-benn "ur c'helenner eus skol-veur Roazhon", hag eñ ezel eus Kuzul skiantel OPaB ivez ma n'emaon ket o faziañ. Sed amañ da-heul ur bomm eus e gentel diwar-benn
b) Ar rakgerioù ral
[...]
Is- / iz- emañ gantañ an dalvoudegezh "a
zo dindan", "izeloc'h" just a-walc'h : isprezi-
dant, isrann, izamprest
(-z kentoc'h dirak ur
vogalenn).---Prieladkozh (kaozeal) 1 Du 2014 da 09:03 (UTC)[respont]
Demat.
E lec'hienn Ofis Publik ar Brezhoneg e kaver ivez :
  • isenkemmad sous-amendement ;
  • isenmont sous-entrée ;
  • isurzhiañ subordonner, subordination  ;
  • isurzhied subordonné.
Er bajenn is- meneget ganeoc'h e lenner e vez distaget ar rakger-se [is] pe [iz] hervez ar son a zo goude met n'eus ket skrivet e ranker skrivañ "iz-" pa vez distaget [iz]. Hag er roll gerioù savet gant "is-" ha distaget [iz] e kaver "isofiser" hag "islavarenn", skrivet evel-se en holl c'heriadurioù e peurunvan.
Ne oa tamm fae ebet ganin p'am boa skrivet "ur c'helenner eus skol-veur Roazhon". Arabat gwelet an droug e lec'h n'eus ket.
A galon. --Yun (kaozeal) 2 Du 2014 da 04:03 (UTC)[respont]