Volt

Eus Wikipedia

Ar volt (simbol : V) eo an unanenn SI nerzh elektromotor ha diferañs potañsiel (pe voltadur).

Dont a ra an anv-se diwar an Italiad Alessandro Volta, en doa ijinet ar pil elektrek en 1800.

Bez' ez eo an diferañs potañsiel elektrek a zo etre daou boent eus ur roudad a red ennañ un tredan digemm 1 amper, pa vez ar c'halloudegezh steuziet etre an daou boent-se kevatal da 1 watt (1 V = 1 W.A-1 = 1 J.C-1 = 1 m2.kg.s-3.A-1).