Mas

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar mas zo ur c'hementad fizikel dezverkus eus ar c'hementad danvez zo en ur c’horf[1]. Ur perzh diazez eus an danvez eo ar mas hag anadiñ a ra dre ziemluskted ar c'horfoù hag o etreober gravitadurel. E sistem etrebroadel unanennoù ar fizik (S.I.) ez eo ar c’hilogram hag a dalvez da unanenn vas ha neket ar gram (g). Implijet e vez ivez an donenn zo par da 1000 kg hag an unanenn vas atomek.

Mas ha kementad danvez[kemmañ]

Ne vez ket muzuliet ar c'hementad danvez gant ar mas !

Sistem etrebroadel an unanennoù a laka ur c'hemm diazez etre ar c'hementad danvez, muzuliet e moloù, hag ar mas, muzuliet e kilogram.

Setu amañ ur skouer. Tri mol heliom 4 zo enne an hevelep niver rik a brotonoù, a neutronoù hag a elektronoù, da lavarout eo ar memes kementad danvez rik hag ur mol karbon 12, eleze 6 mol protonoù, 6 mol neutronoù ha 6 mol elektronoù. Met mas ur mol karbon 12 a dalvez 12 gram dres (Dre dermenadur niver Avogadro) tra ma talvez mas an tri mol heliom 4 kement ha 3 x 4,0026[2] = 12,0078 gram. Kementadoù danvez heñvel-rik a c'hall eta kaout masoù disheñvel.

Er skouer uheloc'h e c'haller displegañ ar c'hemm er mas gant an diforc'h etre energiezhoù ereañ derc'hanel an heliom hag ar c'harbon.

Mas ha pouez[kemmañ]

Arabat eo kemmeskañ ar mas hag ar pouez, gant hemañ ziwezhañ e vez muzuliet an etreober etre ar mas hag ar park gravitadur (Un nerzh eo ar pouez).

Dont a ra ar mesk a vez etre ar mas hag ar pouez eus ar fed ez eo bet implijet pell an hevelep ger "kilogram" evit envel unanennoù muzuliañ an daou gementad fizikel-se zo disheñvel-bras o natur. O c'hevatalennoù da bep hini, M ha ML/T², en diskouez splann. Sistem etrebroadel an unanennoù (SI) en deus reizhet ar meskaj-se peogwir e vez muzuliet an unanenn nerzh, hag an unanenn-pouez ivez eta, e newton (N).


Notennoù[kemmañ]

  1. A-wezhioù e reer gant ar ger "tolz".
  2. Taolenn beriodek an elfennoù. a ro ur mas atomek relativel 4,002603250 evit an izotop 4He.