Newton (unanenn)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Tennañ a ra ar pennad-mañ d'an unanenn nerzh. Evit an den sellit ouzh pennad Izaac Newton


An newton (simbol: N) eo an unanenn SI evit muzuliañ an nerzhioù. Anvet eo bet diwar Sir Isaac Newton en anaoudegezh eus e labour war ar mekanikerezh klasel.

Termenadur[kemmañ]

Un newton eo ar c'hementad a nerzh a zo ezhomm evit buanaat ur mas a ur c'hilogram eus ur metr dre segondenn garrez.

1 N = 1 kg·m·s–2

Lieskementoù SI[kemmañ]

Lieskement Anv Simbol Lieskement Anv Simbol
100 newton N      
101 dekanewton daN 10-1 desinewton dN
102 hektonewton hN 10-2 santinewton cN
103 kilonewton kN 10-3 milinewton mN
106 meganewton MN 10-6 mikronewton µN
109 giganewton GN 10-9 nanonewton nN
1012 teranewton TN 10-12 pikonewton pN
1015 petanewton PN 10-15 femtonewton fN
1018 egzanewton EN 10-18 atonewton aN
1021 zetanewton ZN 10-21 zeptonewton zN
1024 yotanewton YN 10-24 yoktonewton yN

Dre m'eo ar graviter war an Douar un tammig bihanoc'h eget 10 m/s² o doa kroget tud zo, goude bezañ rediet da zilezel ar sistem metrek gravitadurel, d'ober gant an dekanewton (daN) da gemer lec'h ar c'hilogram-nerzh a zo tost kevatal (1 kgf = 9,80665 N). Heñvel eo ouzh kudenn ar milibar (mbar) e keñver an hektopascal (hPa).

Displegadurioù[kemmañ]

Alies e vez kemmesket meizad ar mas hag hini an nerzh er vuhez pemdeiz, met ret eo lakaat kemm etrezo er skiant hag en ijinerezh. Implijet e voe an newton tro-dro da 1904 evit ar wezh kentañ, met n'eo nemet e 1948 e voe degemeret ent-ofisiel gant Kendalc'h Meur ar Pouezioù hag ar Muzulioù (CGPM) e-giz anv evit an unanenn nerzh mks. Klotañ a ra mat a-walc'h pa ouezer e teuas Newton da ziorren e deorienn ar graviter goude bezañ bet o prederiañ war perak e kouez an avaloù en traoñ : mas un aval bihan a embreg un nerzh a un newton war an Douar.

Gwelet ivez[kemmañ]