Emgleo Breiz

Eus Wikipedia

Emgleo Breiz (Fondation culturelle bretonne) a voe ur c'hevarzhe krouet ez-ofisiel e 1955 ha frammet evel ur c'hevread aozadurioù breizhat a felle dezho diorreiñ ar brezhoneg hag ar sevenadur breizhat en ur pouezañ war an aotrounezhioù publik. Aozañ a rae obererezhioù liesseurt, en o zouez Devez ar brezoneg, pep Yaou-Bask. Darn eus e obererezhioù a oa embannadur levrioù ha kelaouennoù brezhonek savet en doare-skrivañ a vez graet skolveurieg eus outañ (falc'huneg gant lod ha ne vezent ket prest d'e zegemer). Un niver bras a levrioù hag a c'helaouennoù ec'h embannas dindan hec'h anv. Paouez a reas ar gevredigezh gant hec'h oberoù da heul diviz an 3 a viz Du 2015 roet gant Lez-varn ar C'henwerzh e Brest a zisklêrias he freuz-stal.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Divizet eo bet ma vo savet Emgleo Breiz (Fondation culturelle bretonne e anv gallek ofisiel) goude un emvod dalc'het e Ti-kêr Kemper, d'an a viz Gouere 1953, da-geñver Gouelioù bras Kerne. Da-heul al lezenn Deixonne a aotree kelenn ar brezhoneg er skolioù e teue ar mennoz, met ne voe ket disklêriet ar c'hevarzhe nevez a-raok 1955. Ar stourmer kozh evit kelenn ofisiel ar brezhoneg, Léon Toulemont a voe lakaet da brezidant.
Palioù ar c'hevread a oa ledan e-keñver diorreiñ ar sevenadur breizhat, pa endalc'he aozadurioù bras oc'h ober war-dro ar sonerezh, an dañs hag ar c'hoariva. Gant ar Falz hag ar Bleun-Brug e teue ar broud evit ledanañ implij ar brezhoneg en deskadurezh, er c'helaouiñ hag er vuhez foran. Koulskoude pa oa aet ar c'hevarzheoù evel Kendalc'h ha War 'l Leur kuit e teue Emgleo Breiz un aozadur evit mat ar brezhoneg nemetken.
War daou dra e oa bet staliet Emgleo Breiz : chom pell eus ar vroadelourien breizhat a oa bet o obererezhioù war wel e-pad an Eil brezel-bed ha chom feal ivez da vrezhoneg ar bobl. Tabutoù a rene a-enep heulierien ar gelaouenn Gwalarn, a-enep tud Al Liamm, da gentañ, ha, da-c'houde, flemmadennoù ouzh ar c'hevredad a vounte evit implij ar peurunvan, Kuzul ar Brezhoneg, krouet e 1958.
Pevar den o deus bet ur pouez bras evit meradur ar c'henvredad : Armañs Keravel o labourat asamblez atav gant Andreo ar Merser, an daou bet skolaerien bublik e penn Ar Falz e 1945, ha Charlez ar Gall, hag eñ skolaer publik liammet ouzh Ar Falz ivez. Harpet e oant gant Per-Jakez Helias, kelenner skol normal ha Visant Seite, mestr-skol prevez a-raok mont da vezañ rener ar Bleun-Brug.
E tro ar bloavezioù '70 e voe strishaet an dachenn oberezhioù, pa kuitaas Kendalc'h ar gevread ha pa kollas nerzh ar Bleun-Brug. Ouzhpenn-se e kavas gwelloc'h Ar Falz diorreiñ e embannadennoù pedagogel tro-dro d'e gelaouenn Skol Vreiz.

Emgleo Breiz evel ti-embann brezhonek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

 Aozadur-disglavier ar c'hevarzheoù kevredet ha merkoù "paeroniet" [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sellit ouzh ar pennad resisoc'h : Embannadurioù Emgleo Breiz.
Er bloavezhioù 1950, e voe embannet levrioù dindan anv Emgleo Breiz, gant :

  • Ar Falz-Skol Vreiz, ur c'hevredad hag a oa dezhañ ur gelaouenn anvet Ar Falz-Skol Vreiz, renet e-pad pell gant Per Honoré, eus Plourin-Montroulez; er bloavezhioù 1970 e savas a-du gant un trede doare-skrivañ, a vez graet "etrerannyezhel" anezhañ gant e implijerien; goude e troas a-du gant ar peurunvan hag e voe savet ti-embann Skol Vreizh;
  • Ar gelaouenn lennegel Brud, krouet e 1957, adanvet Brud Nevez e 1977, renet da gentañgant Per-Mari Mevelha da-heul, Jakez Salaun, Andreo ar Merser, hag en diwezh gant Fañch Broudig.
  •  Ar gelaouenn bedagogiezh, Ar Helenner, renet gant Andreo ar Merser

 Moullerezh prevez ha implij kentrat an embann ameilet dre urzhiataer [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War niverennoù Brud Nevez e veze meneget "Moullet gand Ti-moullerez ar Martolod er Gelveneg (Imprimerie du Marin, le Guilvinec). Pelloc'h e lenner "Moullet ez-prevez gand Brud Nevez".

Bilañs ar produadur [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez Fañch Broudig, 700 levr ha 312 ermeziadenn Brud Nevez a voe embannet e anv Emgleo Breiz[1].

En diwezh e tispake Brud Nevez, Ar Skol Vrezoneg hag Emgleo Breiz ur c'hatalog 450 oberenn ennañ. Bep bloaz e teue 10 pe 15 levr nevez gante, met ne veze ket embannet levr ebet ken evit ar vugale, dre m'eo deuet ar peurunvan da vezañ yezh ar c'helenn brezhoneg.

Aozer Devez ar Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad deg bloaz e aozas Emgleo Breiz ur c'hest war an hentoù publik bep Yaou-Bask.

Burev diwezhañ (2015)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Izili kevreet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er penn-kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • ar gevredigezh Ar Falz (ne voe ket ezel ken abaoe ar bloavezhioù 70, pa voe krouet ar skritur etrerannyezhel gant Fañch Morvannou)
  • ar gevredigezh Bleun-Brug (aet da get) hag a embanne ar gelaouenn Bleun-Brug hag ar Cahiers du Bleun-Brug. Aozadur katolik kozh a boueze evit ma chom yezh an Iliz e Breizh ar brezhonzg
  • Kengevread Kendalc'h (kelc'hioù keltiek) (ne voe ket ezel ken)
  • Kengevread War'l leur (kelc'hioù keltiek) (ne voe ket ezel ken)
  • Al Leur Nevez (Kemper ha Kerne) : kentelioù brezhoneg, dastum, embann pladennoù gant kanaouennoù poblek ...
  • Skolig al Louarn (Leon Izel) : ur mirdi e Plouvien, kentelioù brezhoneg, obererezhioù evit ar vugale...
  • Ar Skol Vrezoneg (Brest) : Kentelioù brezhoneg, embannadurioù...
  • Ar Skol dre Lizer : kentelioù brezhoneg dre genskrivañ

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

= Prezidanted[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bet izili oberiant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Kengevread Emgleo Breiz eo bet oberiant :

  • Andreo ar Merser, bet skolaer Ar Falz, saver hentennoù ha dafar evit kelenn ar brezhoneg
  • Charlez ar Gall, bet skolaer Ar Falz, den ar skingomz hag ar skinwel brezhonek
  • François Falc'hun (1909-1991), beleg ha chaloni, kelenner skol-veur, yezhoniour brezhoneg, krouer ar skritur seurtanvet skolveurieg, bet er Bleun-Brug
  • Frer Visant Seite (1908-1993), a savas ar Skol dre Lizer, diwar skouer Skol Ober, bet sekretour meur ar Bleun-Brug
  • Visant Fave, den a iliz, bet chaloni, ha goude eileskob Eskopti Kemper ha Leon, bet er Bleun-Brug
  • Loeiz Dujardin, skrivagner brezhonek, bet prezidant ar Bleun-Brug
  • Per-Jakez Helias, kelenner skol normal, liesskrivagner brezhonek, den ar skingomz brezhonek hag arbennigour war hengounioù sevenadurel Breizh
  • Per-Mari Mevel, kelenner lise ha liesskrivagner brezhonek
  • Fañch Morvannou, kelenner-skol-veur
  • Pêr Trepos, kelenner skol-veur, yezhoniour brezhoneg, den ar skingomz brezhonek
  • Loeiz Roparz, kelenner skol normal hag arbennigour war hengounioù sevenadurel Breizh, krouer Al Leur Nevez
  • Anna-Vari Arzur, leanez
  • Remi Derrien (1946-2009), kelenner saozneg, den a c'hoariva
  • Yvonne Coz
  • Fañch Broudig (prezidant diwhezañ), kelaouenner, enklasker war ar brezhoneg ha den ar skingomz hag ar skinwel brezhonek
  • Mari Kermareg, den ar skinwel brezhonek
  • Gilles Goyat
  • Patrig Gouedig
  • Jakez Andre
  • Louis Grall
  • Maguy Kerisit...

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

 

Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.