Andreo ar Merser

Eus Wikipedia

Andreo ar Merser (André Le Mercier e marilh an ti-kêr) a zo ganet e 1923 e Sant-Ke-Perroz en Aodoù an Arvor ha marvet d'an 31 a viz Kerzu 2018 e Brest[1].

Deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Unan eus ar re gentañ eo bet o kelenn ar brezhoneg er bloavezhioù 1950 e Groñvel, a-raok dont da vezañ kuzulier pedagogel en Akademiezh Roazhon e 1976. Kenlabouret en deus gant Al Liamm, e deroù ar gelaouenn-se (1947[2]).

Pell eo bet er PCF, evel e gamaraded yaouankoc'h Jean Le Dû, Yves Le Berre ha Fañch Broudic, evelte en deus dibabet ar falc'huneg hag enebet ruz ouzh ar peurunvan en deskadurezh-Stad hag ouzh Kuzul ar Brezhoneg en diavaez.

Paouezet e voe gant brezel ar skritur en deskadurezh pa'z eas war e leve.

Embanner[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rener ar gelaouenn Brud Nevez eo bet pell amzer, ha prezidant Emgleo Breiz ivez, etre 1987 ha 2002[3]. Laosket en deus e lec'h gant Fañch Broudig. Anvet eo bet da brezidant-a-enor Emgleo Breiz. E 2009 e oa bet embannet gant Emgleo Breiz, war e anv, "Ar Geriadur", ur geriadur divyezhek brezhoneg-galleg ha galleg-brezhoneg, hag a oa, e gwirionez, un adembannadur eus Geriadur Garnier (1986).

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Les Orthographes du breton. Brest : Emgleo Breiz - Brud Nevez.
  • Précis de prononciation du breton. Brest : Ar Skol vrezoneg, 1988
  • 1789 hag ar brezoneg. 1989. Brud Nevez, 1990. – Div levrenn, 283 p. ha 292 p. Dastumad testennoù brezhonek eus ar Dispac'h Gall.
  • Précis de grammaire bretonne. Brest : Emgleo Breiz - Ar Skol vrezoneg, 1997 (rééd.), 171p.
  • Révolte des Bonnets Rouges (1675). Brud Nevez. 1998.
  • Ar geriadur, Emgleo Breiz (2009). 1 250 pajenn ha 50 000 ger.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]