Yaourt

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ur yaourt

Ur yaourt a zo ur meuz diwar laezh buoc'h, bidiez, dañvadez, kazeg, azenez, pe kañvalez , ha ne vez ket strilhet hag a zo goet. Dont a ra ar ger yaourt eus an turkeg yoğurt, eus yoğurtmak (tevaat). Ur yaourt a c'hall bezañ sukret pe get, blazet, gant tammoù frouezh, ha gwenn e vez peurliesañ.

Istor[kemmañ]

Ar skridoù koshañ diwar-benn ar yaourt a zo diwar zorn Plinius kozh. Hiziv an deiz e ouezer e teu ar yaourt eus Bulgaria. Tud zo avat, a soñj dezho e teuje kentoc'h eus Iran pe Kurdistan. Yaourtoù a voe er c'hwec'hkorn evit ar wech kentañ da vare ren Frañsez Iañ (Bro-C'hall) : kudennoù bouzelloù en doa, neuze e c'houlennas sikour digant sultan Turkia, hag eñ a gasas ur mezeg eus Istanbul hag a roas boued diwar laezh dañvadez d'ar roue.

Ar yaourt er bed[kemmañ]

N'eo ken e broioù ar c'hornôg ma tebrer ar yaourt gant surk, evel dibenn-pred. E broioù all, evel en India, e vez implijet gant meuzioù all.

Fardañ[kemmañ]

Aes a-walc'h eo fardañ yaourtoù. Diwar laezh a vo pasteuret e vez graet, hag ouzhpennet e vez poultrenn laezh : evel-se e vo muioc'h a broteinoù hag a galsiom er yaourt evit ar pezh a zo el laezh. Goude-se e vez ouzhpennet div vakterienn evit ar goerezh :


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.