Azen

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Azen
Ane Chanteraines.jpg
Rummatadur klasel
Riezad : Loened
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhiad : Perissodactyla
Kerentiad : Equidae
Genad : Equus
Anv skiantel
Equus asinus
Linnaeus, 1758
Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh
AlphaHelixSection.svg Kantarell, Iduns kokbok.jpg Symbole-Zoo.png

Azen eo an anv a vez graet eus ul loen pevarzroadek ha bronnek kar d'ar c'hezeg. Azenez a vez graet eus ar barez.

Doñvaet eo bet an ezen gant Henegiptiz, met gouennoù ezen gouez zo en Afrika hag en Azia.

O neuz[kemmañ]

Diwar-benn an ezen e c'haller lavarout:

  • int bihanoc'h eget ar c'hezeg ;
  • eo hiroc'h o divskouarn ;
  • eo troet o daoulagad war-zu pezh zo dirazo, pa n'eo ket gwir evit ar c'hezeg ;
  • eo louet o blevenn dre vras, nemet o c'hof hag o min, ha tro-dro o daoulagad a zo gwenn.

Gouennoù zo a zo du o blevenn (azen Berry), pe gell (azen Poatev), pe gwenn (azen Egipt). War ar re louet e weler ur groaz du, anvet « kroaz Sant Andrev ».

Livioù etre louet ha gell zo d'ar gouennoù gouez, gell-ruz zoken a-wechoù (kiang Tibet).

Azen Sancho Panza .

Gouennoù disheñvel[kemmañ]

Dre o neuzioù disheñvel (penn, blev, gouzoug, pavioù) e reer ar c'hemm etre ar gouennoù:

Diwar an ezen doñv ez eus deuet gouennoù gouez en Aostralia hag en Amerika .

Ur spesad albinos a zo ivez en enez Asinara er-maez da gornôg Sardinia.

En Gall[kemmañ]

Seizh gouenn zo anavezet gant Ministrerezh al Labour-Douar gall hag ar Marchosioù Broadel gall.

  • azen Poatev,
  • azen Berry
Un azen Grand Noir du Berry
  • azen Kotentin
  • an azen norman
  • azen Provañs
  • azen ar Pireneoù
  • azen ar Bourbonnais

Gouennañ[kemmañ]

  • E galleg e vez graet baudet eus ne vern pe azen-gouennañ, ouzhpenn azen Poatev, anvet e galleg baudet du Poitou.

Etre 12 ha 13 miz e vez an azenez o tougen, ouzhpennik a-wechoù. Un tamm muioc'h evit ar gazeg eta (etre 10 ha 12 miz).


Talboudegezh an ezen[kemmañ]

Kouer e Kappadokia gant e azen

Pell amzer e voe implijet an ezen doñvaet evel ar c'hezeg, rak nebeutoc'h e kouste o magañ, hag e broioù zo e vez graet «kezeg ar re baour» anezho. Ouzhpenn-se e c'hall an azen krapat gant diribinoù, se zo kaoz e veze implijet er menezioù ha war zouaroù meinek.

Laezh[kemmañ]

Al laezh azen (azenezed, kentoc'h) a zo damheñvel e berzhioù ouzh hini ar maouezed.

Kig[kemmañ]

E Provañs e vez graet silzig sec'h gant kig azen.

Sotoni[kemmañ]

Lakaet eo bet an azen da sot dre ma n'eo ket ul loen ken sentus hag ar marc'h. Kavout a ra d'e zifennerien eo dousoc'h ha speredkoc'h avat, hag e fell dezhañ kompren a-raok sentiñ. War evezh e vez atav, ha setu perak eo diogeloc'h e gerzhed er menezioù.

Ezen brudet[kemmañ]

An tad Frédé hag e azen Lolo, lesanvet Boronali, diark kabared al Lapin Agile.
Coucher de soleil sur l'Adriatique, pennoberenn Boronali, er Salon des Indépendants e 1911.

Troiennoù[kemmañ]

  • Azen gornek! kunujenn
  • Taol troad an azen. Diwar un droienn c'hallek deuet eus unan eus Fablennoù Jean de La Fontaine, Ar Leon daet da vout kozh, savet diwar ur fablenn gant Phaedrus. Arouez an dreitouriezh.

Lavaredoù[kemmañ]

Bezañ evel azen Lizilour,
Ha ne boanie na gant taolioù bazh na dre gomzoù flour.

Krennlavaroù[kemmañ]

  • Azen dre natur ne oar ket lenn e skritur.
  • An hini a lavar e oar pep tra A ziskouez eo an azenañ.
  • Un azen bev zo gwelloc’h eget daou varc’h marv.

Hag ivez[kemmañ]

  • Asinus asinum fricat a zo daou azen o'n em lipat. Jakez Riou, An Ti Satanazet. Frazenn meneget gantañ diwar ul levr-skol latin, hag ur bomm brezhonek da zegas ur glotenn.
  • Moulpenn, lesanv an azen hervez Fablennoù Jean de La Fontaine, troet gant Yves Louis Marie Combeau ha Daniel Doujet (notennoù, pajenn 506).

Arz[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.


Liammoù[kemmañ]

Wiktionary-logo-br.png
Sellit ouzh ar ger azen er
wikeriadur, ar geriadur frank.