Jean de La Fontaine
Jean de La Fontaine a oa ur skrivagner gallek eus ar XVIIvet kantved, brudet e fablennoù, savet diwar skouer re Aisopos ha Phaedrus. Skrivet en deus ivez kontadennoù ha traoù all a bep seurt.
Taolenn |
E vuhez [kemmañ]
Ganet e oa d'an 8 a viz Gouere 1621 e Château-Thierry, ha marvet d'an 13 a viz Ebrel 1695 e Pariz) .
Skoliata (1641-1658) [kemmañ]
Studiañ a reas e kolaj Château-Thierry ha deskiñ latin, met tamm gregach ebet. En 1641 e krogas gant micher ar velegiezh, e Kenvreuriezh an Oratoer. Met adal 1642 e tilezas an hent-se ha gwelloc'h e kavas lenn L'Astrée, gant Honoré d'Urfé, ha Rabelais, kentoc'h eget Saint Augustin.
Adstagañ a reas gant studi ar gwir , ha daremprediñ barzhed yaouank, en o zouez Pellisson, François Charpentier, Tallemant des Réaux, hag Antoine Rambouillet de La Sablière, a zimezo gant ar vaouez a vo e warezourez.
Brud e Breizh [kemmañ]
Brudet eo bet La Fontaine e-touez ar vrezhonegerien, ha Yann ar Feunteun a veze graet anezhañ alies zoken. Meur a zen zo bet o treiñ darn eus e oberennoù (Eozen Kombod, Gwilherm Rikou, Paotr Treoure, Stefan ar Strad, Pierre Désiré de Goësbriand, Daniel Doujet...).
Levrlennadurezh [kemmañ]
- Fablennoù Jean de La Fontaine troet e brezhoneg gant Yves Louis Marie Combeau ha Daniel Doujet, embannadurioù al Lanv, 2005 (ISBN 2-95117-216-8), ennañ e kaver an holl fablennoù e brezhoneg.