Fablenn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Skeudenn gant Grandville evit ar fablenn le Loup et le chien e levr Jean de La Fontaine.Alies eo bet embannet al levr ha treset ar favlennoù, pe mojennoù, anezhañ.

Ar fablenn zo un danevell verr, berr-tre zoken peurvuiañ, skrivet e gwerzennoù kentoc'h evit e komz-plaen en sell da gelenn. Perzhioù arall he deus: lakaat a ra an anevaled da gomz, a-wechoù ar plant, pe nerzhioù an natur, pe traoù zoken. Antropomorfekaet e vezont, da lavarout eo e vez roet perzhioù denel dezho.

Prim e vez ar c'homzoù, ha fent a vez alies. Ur gentel a vez ivez, lavaret fraezh gant an oberour peurvuiañ, e dibenn ar skrid kentoc'h eget er penn kentañ, anat d'al lenner a-wechoù.

N'eo ket evel ur barabolenn eta, rak nemet tud ne vez er parabolennoù.

Taolenn

Gerioù [kemmañ]

Dont a ra ar ger fablenn eus ar ger latin "fabula" ( "istor"), deuet eus ar verb "fari" ("komz").

Istor [kemmañ]

Anavet eo ar fablenn a bell zo, graet e veze fablennoù e Mezopotamia 4000 bloaz zo. Kavet ez eus bet taolennoù eus levraouegoù-skol an amzer-hont ma lenner istorioù eus lern lorberien, kon diampart ( « Ki ar gov ha n'en doa ket gallet diskar an annev a ziskaras ar podad dour »), olifanted (« Ur flemmerez diskennet war gein un olifant a c'houlennas digantañ ha ne oa ket re bonner ha ne vije ket gwelloc'h dezhi nijal kuit »). Kalz fablennoù a zo da dostaat ouzh krennlavaroù, ha savet int war un enebiezh (« Pezh ac'h eus kavet, na lavar ger anezhañ; pezh ac'h eus kollet, komz anezhañ »). Koulskoude n'eus kentel splann ebet.

Levezon indian [kemmañ]

Berzh bras a reas ar fablennoù en Indez gant ar 'Pañchatantra. Skrivet e voe an dastumad fablennoù indezat-mañ e sañskriteg entre -300 ha 570, ha kemmet-ha-digemmet meur a wech. Unan eus e stummoù zo anvet Hitopadesha pe An deskadurezh talvoudus . Kavet e vez al loened boutin d'ar fablennoù europat: azen, leon, marmouz, naer, hag un toullad re all, nemet emañ an aourgi e lec'h al louarn. Gant al levr-se e voe levezonet lennegezh ar C'hornôg, gre un hir a hent.

Da gentañ e tegouezhas e pers ma voe troet en arabeg hag anvet Kalîla wa Dimna, ha diwehatoc'h en hebreeg ha neuze en latin hag anvet Directorium humanae vitae en 1280.

Er Grennamzer [kemmañ]

En XIIvet kantved e savas Marie de France un dastumad 63 fablenn.


Da vare an Azginivelezh [kemmañ]

Skeudennadur Le Coq et le Regnard gant Guéroult.


War-lerc'h Jean de La Fontaine [kemmañ]

Le Corbeau et le Renard.

Bras e oa bet berzh fablennoù Jean de La Fontaine, ha kalz heulierien en doe.


En XVIIIvet kantved [kemmañ]

Kalz eus heulierien Jean de La Fontaine zo kouezhet e puñs an ankoun. Koulskoude ez eus chomet koun eus Jean-Pierre de Claris de Florian (1755-1794) hag eus e zastumad a gant fablenn, awenet gant oberennoù ar Saoz John Gay pe ar Spagnol Tomás de Iriarte y Oropesa.

En XIXvet kantved [kemmañ]

En XIXvet kantved e vo dilezet ar fablennoù e galleg, met e Rusia e talc'ho Ivan Krylov da skrivañ fablennoù, evel Cristóbal de Beña (Fábulas políticas) ha Juan Eugenio Hartzenbusch e Spagn.

E SUA e vo implijet ar fablennoù gant Ambrose Bierce evit ar flemmerezh politikel, tra ma vo kalz dereatoc'h Beatrix Potter (1858-1943) e Bro-Saoz.


Fablennoù en XXvet kantved [kemmañ]

Jean Anouilh a embannas un dastumad gallek anvet Fables, ennañ 43 fezh, e 1961 .

N'eo ket el lennegezh c'hallek ken avat e vez aozet fablennoù, met gant tud evel Franz Kafka (1883 – 1924) en alamaneg, gant Monteiro Lobato ha José Cardoso Pires en portugaleg, gant Damon Runyon (1884 - 1946) ha James Thurber (1894 - 1961) en saozneg. Animal Farm gant George Orwell (1903 - 50) a zo ur fablenn bolitikel.

Italo Calvino (1923 - 85) eo ar brudetañ skrivagner fablennoù en Italia.

Notennoù [kemmañ]


Liamm diavaez [kemmañ]

E brezhoneg [kemmañ]

Brud o deus bet fablennoù La Fontaine (anvet Yann ar Feunteun gant lod zoken) e brezhoneg.
Meur a zen zo bet o treiñ darn eus e oberennoù (Eozen Kombod, Rikou, Paotr Treoure, Stefan ar Strad...).
Komzoù kriz en deus bet Roparz Hemon diwar-benn an doug-se d'un doare-lennegel diamzeriet, ha d'un oberour gallek a oa, ouzhpenn ur skrivagner dister hervez e soñj, arouez ar marmouzerezh lennegel ha sujidigezh al lennegezh vrezhonek.

Lennadurezh [kemmañ]

  • Guillaume Ricou. Fablennoù Ezop ha Fedr. Brud Nevez 1986; 2000. Skrivet en ur brezhoneg gallekaet ha n'o laka ket aes da lenn.
  • Mojennoù Aisôpos, embannet gant An Here, 2000.
  • Fablennoù Jean de La Fontaine, troet e brezhoneg gant Yves Louis Marie Combeau ha Daniel Doujet. Embannadurioù Al Lanv, 2005.