Komz-plaen

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ar c'homz-plaen a zo un doare sevel skridoù ha en deus diforc'hioù diouzh ar varzhoniezh a-fet liesegezh ar ritmoù hag un heñvelded gant ar c'homz boas. Talvezout a ra ar c'heñveriadur-se evit ur stil komz-plaen ha n'eus ket troiennoù stil re ginklet.
Implijet e vez ar c'homz-plaen evit pep a destenn m'eo ezhomm d'ar skridaozer lezel e breder da vezañ dispaket en un doare fraezh a-walc'h gant nebeut a redioù ha koulskoude e kaver meur a live yezh hervez palioù ar skridaozer, e varregezhioù hag ar media ma klask skrivañ evitañ.
Pa vez kaoz eus ar c'homz-plaen e reer dave d'al lennegezh da gentañ (romantoù, levrioù war demoù skiantel, levrioù war demoù istorel, levrioù prederouriezh, etc..), met kavet e vez ar c'homz-plaen er c'helaouennoù, en danevelloù micherel , al lizhiri ha meur a skrid all.