Gab Milin

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu

Gab Milin pe Gabriel Milin a voe ur skrivagner brezhonek. Ganet e oa bet d’an 3 a viz Gwengolo 1822 e Kastell-Paol ha marvet d’ar 27 a viz Kerzu 1895 en Enez-Vaz.

En e vugaleaj e teskas galleg, latin ha gregach gant un eontr dezhañ a oa beleg. Mont a reas d’ober e studi da gloerdi bihan Kastell-Paol da gentañ ha da gloerdi bras Kemper da c’houde. Ne chomas nemet bloaz hanter eno avat ha goude-se e kavas labour evel komis e burevioù porzh Brest. Eno e tarempredas brezhonegerien eus a bep lec’h ha dastum a reas ganto kontadennoù ha mojennoù.

Ober a reas anaoudegezh gant ar c’horonal war e leve Troude, a oa troet d'ar brezhoneg eñ ivez. A-gevret e savjont meur a levr.

Ma ne oa nemet anv Troude war golo an tri geriadur, 2 galleg-brezhoneg ha 1 brezhoneg-galleg, a oe embannet etre 1842 ha 1879, kredapl eo m'en deus degaset e anaoudegezhioù hag e gavadennoù Gab Milin ivez.

Ur wech aet war e leve e 1882 e voe rener ar gelaouenn Feiz ha Breiz, etre 1883 ha 1884. Bloaz goude ez eas da vevañ war Enez-Vaz ha dilennet e voe da vaer eno. En Enez-Vaz e varvas hag eno emañ e vez.

[kemmañ] Oberennoù



Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

s:Degemer:Brezhoneg

Sellet er Wikimammenn : Gab Milin.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all