Marvailhoù Bro-Leon

Eus Wikipedia

Marvailhoù Bro-Leon zo un dastumad eus darn eus kontadennoù ar skrivagner leonat Gabriel Milin (1822-1895), embannet e 1999 gant Hor Yezh.

Danvez al levr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Div gontadenn warn-ugent zo el levr. Levrenn 1 zo skrivet war ar golo, koulskoude n'eus ket bet eus an eil levrenn.

Daou rakskrid zo: an hini kentañ gant Pêr Denez, an eil gant Maodez Glanndour.

E-touez marvailhoù al levr e kaver an holl re a oa bet embannet e-barzh Gwechall-goz e oa..., e 1924, 29 bloaz goude marv an oberour.

Kontadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Selma, Priñsez an Nubi, bet embannet e-barzh Al liamm niv 66, 1958
  • Kalvez Landevenneg, bet embannet e-barzh Al liamm niv 66, 1958
  • Ar Pod-Houarn, bet embannet e-barzh Al liamm niv74, 1959
  • Pesketaer Kerc’hor, bet embannet e-barzh Al liamm niv75, 1959
  • Perig, Mab an intañvez, bet embannet e-barzh Al liamm niv76, 1959
  • Mab ar Roue fidel, bet embannet e-barzh Al liamm niv77, 1959
  • Ar Pesketaer, bet embannet e-barzh Al liamm niv78, 1960
  • ar peder c'hontadenn a gaver e-barzh Gwechall-goz e oa... (embannadur 1924).
    • Map roue an Hiberni (pajennoù 3-37),
    • Ar pesketaer bihan,
    • Al leorig burzhudus,
    • Ar pevar zroad bioc'h.
  • Benedisite
  • Markiz Brezal, diembann
  • Merc’h Markiz Brezal ha Mab Maner Treufenteunioù
  • Ar C’hemener
  • Ar menez du (Fidelite hag humilite)
  • Triwec’h Diner, daou Wenneg, hag un hanter Real
  • Griffa
  • Ar Wreg Komandant
  • Laouen
  • Mab ar Roue David
  • Izidor