Naer

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask
Naered
Baumpython.jpg
Un naer-biton c'hlas
Rummatadur klasel
Riezad : Loened
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Reptilia
Urzhiad : Squamata
Isurzhiad : Serpentes
Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh
AlphaHelixSection.svg Kantarell, Iduns kokbok.jpg Symbole-faune.png


An naered (pe naeron) zo stlejviled, dezho ur c'horf kranennek ha hir hep pavioù gwelus.

Bodañ a reer dindan an anv a naered pe naeron an holl stlejviled hep pav ; o c'horf, goloet gant skant tanav ha pladennoù karnek, zo kranennek ha hir e stumm. Malvennoù o daoulagad zo stag ha boull ar pezh a laka anezhe da gaout ur sell difiñv. Naeron a bep seurt livioù hag a bep seurt mentoù zo. An holl a zebr loened ; vic'hanerien eo ar pep brasañ anezhe.

Er broioù kerreizh o hin e tozv ar parezed o vioù e diwezh an hañv, hag a-wezhioù ne zeuont ket a-benn da voueta a-walc'h kent goañvaat. Gallout a ra an naeron disjuntañ o c'harvanoù kreñv e doare ma c'hall al loened-se lonkañ preizhoù kalz brasoc'h evito. Lod eus ar spesadoù o deus gwagrennoù binim en o genoù. Lod zo gouest da lazhañ al loened flemmet.

Arabat eo o c'hemmeskañ gant an anuzed-dall, spesadoù glazarded dibav.

Taolenn

[kemmañ] rummatadur

Hervez ar rummatadur filogenetek, an naered zo izili an urzhiad Squamata.

Rannet eo an naeron e daou infraurzhiad :


[kemmañ] Roll ar c'herentiadoù

Hemachatus haemachatus, Rinkhals


[kemmañ] Spesadoù naeron zo

Micrurus tener

Naer zo un anv a vez graet eus meur a loen-stlej. Bout zo:

Darn anezho hepken zo binimus.

[kemmañ] Liammoù diavaez

Wikispecies-logo.svg
War Wikispecies e vo kavet titouroù ouzhpenn diwar-benn: