Boa

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Boa

Ur boa , pe boa mouger (boa constrictor e latin hag e meur a yezh), zo un naer vras, divinim, debrerez-kig, eus Amerika. Kavet e vez eus Mec'hiko en hanternoz betek Arc'hantina er c'hreisteiz. En em vagañ a ra gant krignerien vihan, evned, glazarded, ha kizhier gouez, pe oseloted. Ar re vrasañ a c'hall debriñ loened bras. Mojennoù zo diwar-benn boaed o devoa debret ur vuoc'h, diaes da grediñ.

Hervez ar spesad pe ar reizh e c'hall tapout 2 pe 3 metrad hed, hag e Brazil betek 4,5 m) , ha pouezañ a c'hallont betek 15 k.


Anvioù all[kemmañ]

Anavezet eo ivez evel mantona (e Perou) , mazacuata en Kreizamerika, tragavenao, jiboia ha lampalagua en Latinamerika, macaurel en Venezuela[1] pe macajuel en Trinidad ha Tobago,.[2]

Notenno[kemmañ]

  1. Gallegos, Rómulo. 1922. La rebelión.
  2. Mendes, John. 1986. Cote ce Cote la: Trinidad & Tobago Dictionary, Arima, Trinidad, p. 92.