George Orwell

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
George Orwell
George Orwell
Anv ofisiel Eric Blair
Obererezh romantoù, deizlevrioù, pennadoù-kelaouiñ
Ganedigezh 25 a viz Even 1903
e Motihari, India
Marv 21 a viz Genver 1950
e Londrez
Yezh skrivañ saozneg
Oberennoù pennañ
  • Animal farm
  • 1984
  • Homage to Catalonia

George Orwell, anv pluenn Eric Blair, zo ur skrivagner saoznek brudet eus an XXvet kantved.


Ganet eo bet e 1903 en Indez, en ur familh hanter saoz hag indezat, George Orwell, e wir anv Eric Blair, a reas e studi en Eton. E 1922 ez eas kuit evit mont da Virmania, e-lec'h ma teuas da vezañ ezel eus Polis Impalaeriezh an Indez. En gwir ne blije ket kalz ar vicher-se dezhañ, hag er mod-se, e 1928, pa oa o vakañsiñ e Bro-Saoz, e roas e zilez eus e garg; c'hoant en doa da vevañ evel ur skrivagner tra-ken. Hep boujedenn ebet gantañ e teuas da Bariz e-lec'h ma renas buhez ur c'hlasker-bara, kent mont da skaotañ listri en ur restaorant. A-ziwar an danvez pa oa o krakvevañ e tegasas ur levr eñvorennoù, sed : Down and out in Paris and London. Embannet eo bet e galleg e 1935 hag adanvet La Vache enragée, gant an ti-embann N.R.F.. Hag eñ distro da Vro-Saoz. Mont a reas da vestr-skol, implijad en ul levraoueg, ha mont a reas da ezel er POUM e-pad brezel diabarzh Spagn. Gloazet e voe e 1937 e Huesca. Heuget gant hollveliouriezh ar stalinourien, kerse gant an demokrated pouer, ez eas da Varoko. E 1939 e voe anvet da serjant, ha disoudardet. Gounit a reas e vara dre labourat el labouradegoù e-pad an noz. A-benn ar fin e voe roet fred dezhañ evel spiker er BBC. E 1943 e teuas da vezañ pennrener ar pemdezieg The Tribune, hag, e 1945, kazetenner kefridiel evit The Observer e Frañs hag Alamagn. Er bloavezh-se e savas ur pennad brudet ma oa difennet gantañ e genvroad P. G. Woodhouse, bet prizoniad a-hed ar brezel, ha tamallet dezhañ bezañ kenlabouret gant an Alamaned. Tapet gant an droug-skevent abaoe bloavezhioù ez eas d'an anaon en ur glinikenn eus bannlev Londrez e miz Genver 1950. E-pad e vloavezhioù diwezhañ, o stourm a-enep d'ar marv, e skrivas e romant diwezhañ "1984". Lakaat a ra aze dre skrid nec'hamant gwashañ an dud frank eus hon mare.

Levrlennadur[kemmañ]

  • Burmese Days
  • Down and out in Paris and London
  • Animal farm
  • 1984
  • Homage to Catalonia
  • The Road to Wigan Pier
  • Coming up the air

E brezhoneg[kemmañ]

Open book 01.png Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.
Nuvola apps konquest.png Rummad Skiant-faltazi – Gwelit ar pennadoù hag an isrummadoù diwar-benn ar skiant-faltazi.
Nuvola apps konquest.png
Ar pennad-mañ a zo ul lodenn eus ar rummad
Skiant-faltazi
Skrivagnerien Skiant-faltazi pennañ
Jules Verne · George Orwell

Isaac Asimov · Philip K. Dick

H.G. Wells · Arthur C. Clarke

Clifford D. Simak · Frank Herbert

Anthony Burgess · A. E. van Vogt

H. P. Lovecraft · Aldous Huxley

Ray Bradbury · René Barjavel

Michael Crichton · Dan Simmons

Kim Stanley Robinson

Ursula K. Le Guin

Bed ar skiant-faltazi
Skrivagnerien - An SF er BT
An SF er Sinema
Temoù an SF
Rummad:Skiant-faltazi