Michael Ende

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ur skrivagner alaman eo Michael Ende (12 a viz Du 1929 - 29 a viz Eost 1995), saver romantoù skiant-faltazi anezhañ. Mab al livour dreistwelour eus Hambourg Edgar Ende eo. Skrivet en deus kalz evit ar re yaouank, ha troet ec’h oberennoù e 40 yezh. Bet eo ganet e Garmisch-Partenkirchen e Bavaria ha marvet e Stuttgart diwar krign-bev e stomok. Anavezet eo dreist-holl evit ar romant « An istor difin »(Die Unendliche Geschichte), deuet da vezañ ur film brudet. Laeret eo ul levr gant haroz yaouank, ha pa grog d’e lenn ez eo kaset dre vurzhud d’ur bed all marzhus ha faltazius.


Oberennoù :[kemmañ]

  • Jim Knopf und Lukas der Lokomotivführer (1960)
  • Jim Knopf und die Wilde 13 (1962)
  • Momo (1972) hag en deus awenet ar film savet e 1986 gant Johannes Schaaf (sonerezh gant Angelo Branduardi).
  • Die unendliche Geschichte (1979)
  • Der satanarchäolügenialkohöllische Wunschpunsch (1989)
  • Die Geschichte von der Schüssel und vom Löffel (1990)