Jules Verne

Eus Wikipedia
Jules Verne luc'hskeudennet gant Nadar tro 1878.

Jules Verne zo ur skrivagner breizhat ha gall eus an XIXvet kantved hag unan eus tadoù ar skiant-faltazi. Ganet e oa d'an 8 a viz C'hwevrer 1828 e Naoned ha mont a reas da anaon d'ar 24 a viz Meurzh 1905 en Amiens.

Skrivet en deus diwar-benn beajoù ha diwar-benn ijinadennoù n'halle ket bezañ anezho d'ar mare ma oa o vevañ hag a deuas da wir diwezhatoc'h evit lod. Ur vrud etrebroadel e tapas pa oa bev, ha brudet eo c'hoazh hiziv hon deiz. Ar skrivagner breizhat ar muiañ troet er bed eo, ar skrivagner gallek ar muiañ troet ivez, hag an eil skrivagner ar muiañ troet er bed goude Agatha Christie.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Jules Verne 1856

Bugaleaj[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa bet Jules Verne e Naoned, e karter Enez Feydeau, d'an 8 a viz C'hwevrer 1828. Mab e oa da Bierre Verne, hag a laboure evit ar justis, ha Sophie Allote de la Fuye, eus ur familh bourc'hizien a Naoned. Jules Verne a oa an hini koshañ eus bugale Pierre Verne ha Sophie Allote de la Fuye. Ur breur, Paol (1829-1897) ha teir c'hoar en deus bet: Anna, ganet e 1836, Mathilde, ganet e 1839, ha Marie, ganet e 1842. E eontr, Chateaubourg, hag a oa livour, a zimezo gant c'hoar Chateaubriand, 'pezh a zigoro da Jules Verne dorioù saloñsoù zo e Pariz. Etre 1833 ha 1846 e oa skoliataet e-barzh skol an intron Sambin, intañvez ur c'habiten, er skol Sant-Stanislas ivez, e-barzh kloerdi Sant-Donatien hag el Lise Royal, e Naoned bepred.

Tec'hout a ra kuit Jules Verne e 1839 hervez ar vojenn, war ur vag o vont da Indez, "La Coralie" hec'h anv. Adtapet e oa Jules Verne gant e dad e Pembo. Jules Verne en dije bet c'hoant da zegas un dro-c'houzoug e koural d'e genitervez, Caroline Tronson hec'h anv, rak karantez vras a vage outi. Prometet en dije d'e dad da c'houde e veajfe dre spered nemetken. E-barzh Souvenirs d'enfance et de jeunesse avat, skrivet gantañ, e lavar en defe achapet kuit nemetken. Aet ’oa e-unan-penn war ur vag-dre-lien ouzh ar c'hae, furchet anezhi... Rebecherezh zo bet da c'houde gant kabiten ar vag, hervez ar skrid.

Yaouankiz ha lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mont a ra war studi an helavarouriezh (retorik) hag ar brederouriezh el lise Royal e Naoned. Ur wech tapet ar vachelouriezh e krog da studiañ ar gwir evit tremen diouzh e dad hag en deus c'hoant da reiñ e vicher d'e vab. Paol, e vreur, a vo ofiser war vor. Kregiñ a ra Jules Verne da skrivañ barzhonegoù hag un drajedienn.

E 1847 ez a da Bariz e miz Ebrel a-benn tremen arnodennoù war ar gwir, pell diouzh eured e genitervez. Gant asant e dad, e kendalc'h e studioù e Pariz e 1848. Bevañ a raio er 24, straed an Ancienne Comédie. Dedennet eo muioc'h gant al lennegezh eget gant ar gwir. Daremprediñ a ra saloñsoù lennegel ha politikel a-drugarez d'e eontr. Kejañ a ra gant Alexandre Dumas ha gantañ e c'hell sevel ur pezh-c'hoari Les pailles rompues e 1850, en "Théatre-historique". Daouzek abadenn a vo, gounit a raio 15 lur ganto. Kenderc'hel a raio memestra da vezañ dedennet gant ar c'hoariva daoust d'ar c'hwitadenn. Kejañ a ra gant un Naonedad all, ar soner Aristide Hignard e anv. Skrivañ a raio d'ar soner ul levrig: La Mille et deuxième Nuit. Kenlabourat a reont. N'en deus ket c'hoant Jules Verne da zistreiñ da Naoned. Studiañ a ra ar skiantoù hag ar c'havadennoù nevez el levraoueg-veur. Kejañ a raio gant Jaques Arago, hag a-drugarez dezhañ e c'hello Jules Verne kejañ gant skiantourien hag ergerzhourien all.

E 1851 e teu Jules Verne da vezañ sekretour an Théatre-lyrique, paeet e vez fall pa vez paeet. Daremprediñ a ra saloñs ar pianoour Talexy. Embann a ra er Musée des famille, gant sikour rener ar gelaouenn, Pitre-Chevalier, Les premiers navires de la marine mexicaine, hag a zo ur gontadenn, Un Drame dans les airs hag Amerique du Sud, étude historique. E 1852 e embann Martin Paz, Maître Zacharius, Un Hivernage dans les glaces ha levrig un opera fentus graet gant Hignard: Les Compagons de la Marjolaine. Nac'hañ a ra da vat labour e dad: "La littérature avant tout!" emezañ. E 1853 e krog da genlabourat gant Wallut evit sevel komediennoù.

E 1856 e kej Jules Verne gant Honorine de Viane, un intañvez dezhi div verc'h. 26 vloaz eo Honorine de Viane, o chom en Amiens emañ-hi. E 1857 e timezont. O annez a reont e Pariz e-barzh tier marc'had-mat. E 1861 ez a Jules Verne da veajiñ da Norvegia ha da Skandinavia, gant Hignard hag a-drugarez dezhañ. D'an 3 a viz Eost e oa bet ganet Michel, bugel nemetañ Jules Verne.

Ar beajoù dreistordinal[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar beajoù dreistordinal embannet gant Hetzel: pajenn gentañ Les Aventures du Capitaine Hatteras au Pôle Nord

War a seblant eo Alexandre Dumas e 1862 an hini kentañ a lennas an dornskrid Voyage en ballon. Awenet e oa bet Jules Verne gant e interest evit an transportoù, hag e anaoudegezh gant Nadar. Ober a ra anaoudegezh gant Pierre-Jules Hetzel (1814-1886), hag a zo embanner, a-drugarez d'ar skrivagner Brichet, mignon Alexandre Dumas. Reiñ a ra Hetzel alioù da Jules Verne hag e c'houlenn gantañ dont en-dro gant e zornskrid 15 devezh war-lec'h. Cinq semaine en ballon zo kemeret gant P-J Hetzel a-benn ar fin. Kenlabourat a raio ivez Jules Verne gant Hetzel evit ar gelaouenn Magasin illustré d'éducation et de récréation. Dav eo dezhañ, hervez ar c'hontrad bet savet gant Hetzel, pourvezañ an embanner gant tri levr bep bloaz, paeet 1925 lur pep hini. Gellout a ra neuze Jules Verne bevañ diwar e skridoù. Er memes mare e labour war ur pennad diwar-benn Edgar Poe.

E 1863 e embann Cinq semaine en ballon. Berzh a raio ar romant diouzhtu. Jules Verne a zo unan eus an daou eveshaer eus ar "Société d'encouragement pour la locomotion aérienne au moyen d'appareils plus lourd que l'air" staliet e ti Nadar. 1864: Kontrad nevez gant Hetzel evit e eil romant, daou levr ennañ, bet skrivet ha labouret warnañ e 1863. Les Anglais au pôle nord ha Le desert de glace o anvioù. E miz Mae, evit o embannadur, ne chomo nemet un titl bras: Voyages et aventures du capitaine Hatteras. Ar skrid-se a zo bet implijet evit lañsañ ar Magasin illustré d'éducation et de récréation, lakaet e vo ar skrid da romant da c'houde. Skrivañ a raio un oberenn diwar-benn Edgar Poe (Edgard Poe et ses œuvres) hag embann a raio Voyage au centre de la terre e 1864 atav. E 1865, De la Terre à la Lune a vez gwelet er "Journal des débats".

D'ar 16 a viz Meurzh 1867, gant e vreur Paol, ez a d'ar Stadoù-Unanet war vourzh ar "Great Eastern". Gweladenniñ a ra New-York, an Niagara. Skrivañ a reas diwar-se Une ville flottante. Labourat a ra war Voyage sous les eaux (diwezhatoc'h 20000 lieues sous les mers). Reiñ a ra an dornskrid e miz Eost 1867. Labourat a ra ivez war Autour de la Lune. Prenañ a ra e vag kentañ, ar "Saint-Michel" he anv, e 1868. Ur vag-pesketa kempennet eo, enni ur gambr-studi. Kenderc'hel a raio da skrivañ e-pad brezel 1870, gward-aod eo bet e-pad ar brezel-se. En em staliañ a ra en Amiens e 1872 hag embann a ra Le tour du monde en quatre-vingt jours. Prenañ a ra ar "Saint-Michel II" e 1874. D'an 2 a viz Ebrel 1877 e aoz ur gorolladeg, gant Nadar o kemer perzh. Hennezh eo zo bet kemeret da skouer evit krouiñ Michel Ardan, haroz ar romantoù De la Terre à la Lune ha Autour de la Lune. Etre Miz Even hag miz Eost 1878 e vage Jules Verne eus Lisbon betek Aljer gant ar "Saint-Michel II". Mont a raio da Vro-Skos, Norvegia hag Iwerzhon e 1880. Ober a raio ivez tro ar mor kreizdouar e 1884.

Jules Verne a labouro e-pad 40 vloaz war e veajoù dreistordinal, 54 levr a c'heller kavout e-barzh.

Ar bloavezhioù diwezhañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Monumant en enor da Jules Verne (Kêr Amiens)

D'ar 15 a viz C'hwevrer 1886 e werzh ar "Saint-Michel III", re goustus al labourioù kempenn. D'an 10 a viz Meurzh e tenn e niz Gaston warnañ. Krediñ a rae e oa heuliet gant enebourien. Kaset e vez Gaston d'an ospital betek fin e vuhez. Jules Verne, gloazet e droad, a gendalc'ho e valeadennoù betek miz Here. Difennet e vo outañ kerzhout adal miz Kerzu. D'ar 17 a viz Meurzh 1886 e varv Hetzel. Ne c'hell ket Jules Verne mont d'e obidoù e Monte-Carlo. E 1888 eo dilennet e kuzul ti-kêr Amiens war ul listenn radikal-sokialour. Kannad 'vo e-pad 15 vloaz. E 1897 ez a fall e yec'hed: kambroù, gwalc'hadennoù stomok, tinelloù. Mervel a ra e vreur Paol. E 1900 e tap lammfroud.

E deroù ar bloavezh 1903, e teu Jules Verne da vezañ prezidant esperantegourien Amiens. Difenn a rae ar yezh-se hag a oa evitañ "La clé d'une langue commune perdue dans la tour de Babel ne peut être refaite que par l'utilisation de l'espéranto". Ne echuo ket e oberenn, ar brouilhed a vo aozet en-dro gant e vab Michel, met an oberenn (L'Etonnante Aventure de la mission Barsac) a nac'ho an esperanteg... Padal, er skridoù adkavet diwezhatoc'h en defe an oberenn an titl Voyage d'étude lec'h ma kave an esperanteg ur plas bras. Unan eus an harozed, ar spiour, a lavar zoken : "L'esperanto est le plus sûr, le plus rapide véhicule de la civilisation."

Klañv gant an diabet, Jules Verne a ya da Anaon d'ar 24 a viz Meurzh 1905 en Amiens, en e di, 44, boulouard Longueville (hiziv boulouard Jules Verne). Beziet eo bet Jules Verne e bered La Madeleine en Amiens. Meur a levr a vo embannet goude e varv gant e vab Michel Verne hag a gempenno darn eus skridoù e dad.

E romantoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mirdi Jules Verne e Naoned
Dastummad kontadennoù
Kontadennoù marvailhus

E brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.
Rummad Skiant-faltazi – Gwelit ar pennadoù hag an isrummadoù diwar-benn ar skiant-faltazi.