Mary Shelley

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Mary Shelley (1797-1851).

Ur skrivagnerez saoz eo Mary Wollstonecraft Shelley ganet d’an 30 a viz Eost 1797 e Londrez, e Bro-Saoz. Brudet eo dre he romant "Frankenstein, or the Modern Prometheus". Merc'h e oa d’ar brederourez Mary Wollstonecraft ha d’ar skrivagner politikel William Godwin. Dimeziñ a reas gant ar barzh Percy B. Shelley e 1816, goude emlazh e wreg kentañ. Mervel a reas d’ar 1 a viz C'hwevrer 1851 e Londrez.