Robert Ervin Howard

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Robert E Howard.jpg

Ur skrivagner amerikan eo Robert Ervin Howard (22 a viz Genver 1906 e Peaster11 a viz Even 1936 e Cross Plains). Gwelet e vez outañ evel unan eus krouerien ar moliac’h (fantasy), evel J.R.R. Tolkien.


E vuhez[kemmañ]

Robert Ervin Howard a zo bet ganet e Peaster (Texas) d’an 22 a viz Genver 1906. Izaag Mordecai Howard (e dad), hag a oa mezeg, a lakaas e familh da zilojañ meur a wech. Adalek miz Genver 1915 en em stalias ar familh Howard etre Brownwood hag Abilene, e kêriadennoù evel Cross Cut, Burkett. Ar familh en em stalias da vat e Cross Plains adalek 1919. Hervez kont e vefe bet Howard un den 2 vetrad uhelder dezhañ, ur bugel gwan hag a veze skoet gantañ, hag ur marc’heger ampart. Studiañ a reas e Cross Plains, hag e Brownwood, hag e paouezas gant e studioù e-kreiz e vloavezh kentañ er skol-veur. Pa voe yaounank c’hoazh e tiskouezas e oa dedennet gant ar sevel skridoù hag al lenn. Kalonekaet e voe gant e vamm, dizoloiñ a reas ar c’hazetennoù pulp, hag e stagas da vat da skrivañ adalek 1921.

E istor kentañ "Spear and Fang" a voe embannet er gelaouenn Weird Tales pa oa-eñ 19 vloaz. Goude un nebeud bloavezhioù diaes e teuas da vezañ brudet e 1928, pa voe embannet istorioù Solomon Kane, ha dreist-holl peogwir e teuas a-benn da werzhañ e istorioù, en o zouez rentaoù-kont krogadoù boks, da gelaouennoù all. Brudetoc’h e voe c’hoazh e 1930 a-drugarez da zanevelloù evel "Roueed an noz", "An den du", "Doueed Bal-Sagoth" hag un heuliad diwar-benn ar C’hroazadegoù. Kregiñ a reas ivez da genskrivañ gant Howard Phillips Lovecraft, hag e kendalc’has betek e varv. A-drugarez da grouidigezh Conan (e 1932) e chom brudet c'hoazh hiziv an deiz. Daoust d’ar pezh a c’haller klevout a-wechoù ne skrive ket Howard pa veze mezv, er c’hontrol e laboure e destennoù dizehan : bez ez eus c’hoazh miliadoù a bajennedoù brouilhoñs gouestlet da Gonan ha n’int ket bet embannet.

Paket e oa e vamm gant an droug-skevent abaoe pell, ha war ziskar ez eas he yec’hed er bloavezhioù 1930. War a seblant e voe diaes an darempredoù etre ar vamm hag he gwaz, neuze ez eo Robert a reas war he zro, rak pouezus-tre e oa e vamm evitañ. E 1934 e kejas Howard gant ur plac’h anvet Novalyne Price, hag a oa o paouez bezañ anvet da skolaerez e Cross Plains. O darempred a chomas a-sav da vat en nevez-amzer 1936. D’ar mare-se ez ae fall-tre yec’hed mamm Howard, hag anat e oa e oa-hi o vont da vervel. D’an 11 a viz Even 1936, pa voe kadarnaet da Robert Howard ne c’hellfe ket e vamm dihuniñ diouzh he c’homa, en em lazhas Howard en ur dennañ un tenn en e ividig, e-pad eizh eurvezh e voe war e drememvan. Pell zo e oa kroget Howard da brederiañ war e emlazh (abaoe war-dro 1923), a-raok ma’z afe da fall yec’hed e vamm. Setu perak ne c’hall ket marv e vamm bezañ displegadenn nemeti e emlazh.

An tudennoù pennañ ijinet gant Robert E. Howard[kemmañ]

  • Agnès de Chastillon (Maouez a Vro-C’hall, he zroioù-kaer a c’hoarvez da vare ar Grennamzer)
  • Bran Mak Morn (Penn-bras pikt a stourm a-enep an Impalaerezh roman, da vare kantvedoù kentañ hon oadvezh)
  • Cormac Mac Art (Morlaer a Iwerzhon, e droioù-kaer a c’hoarvez war-dro Vvet kantved hon oadvezh)
  • Conan ar Barbar pe Conan ar Simmerian
  • El Borak (Un Amerikan, e droioù-kaer a c’hoarvez er Reter-Nesañ, da vare lodenn gentañ an XXvet kantved)
  • Esau Cairn (Tudenn bennañ ur romant, Almuric e ditl, un doare evit Howard da enoriñ Edgar Rice Burroughs)
  • Kull (Roue atlant Valusia)
  • Solomon Kane (puritan saoz eus dibenn ar XVIvet kantved)
  • Sonya ar Ruz (Ur vaouez kevrinus a zo anezhi en un danevell nemetken : The Shadow of the vulture. An istor a c’hoarvez e Europa da vare ar XVIvet kantved)
  • Turlogh Dubh O'Brien (Brezelour iwerzhonat eus ar Grennamzer)

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.