Stefan Carpentier

Eus Wikipedia

Stefan Carpentier zo skrivagner brezhonek ha gallek, troer ha gourdoner.

Gripi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouet en doa Gripi, kelaouenn "moliac'h ha faltazi" e 2002, ha skrivet un toullad danevelloù e-barzh.

Troet en deus ivez meur a zanevell embannet e Gripi, en o zouez reoù bet skrivet gant Guy de Maupassant (An Horla) pe gant ar skrivagner belgiat Frank Roger.

Danevelloù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Danevelloù savet gantañ zo bet embannet ivez er c'helaouennoù Al Lanv, Louarnig hag Al Liamm. Meur a bennad-skrid en deus savet ivez evit er c'helaouennoù Al Lanv ha Bremañ.

Ur romant gantañ zo bet embannet gant Keit Vimp Bev, Ar Voul Strink, ha loreet e 2005.

Graet en deus ivez war-dro troidigezh an dastumad danevelloù skiant-faltazi Omegalfa, gant Frank Roger, bet embannet gant Mouladurioù Hor Yezh.

Un nebeud danevelloù savet gantañ e galleg zo bet embannet ivez e-barzh kelaouennoù liesseurt, Lanfeust Mag da skouer.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Romant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Barzhonegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Troidigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]