Clark Ashton Smith

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Clark Ashton Smith

Clark Ashton Smith (Auburn, Kalifornia, 13 a viz Genver 1893 - 14 a viz Eost 1961), a oa arzour , barzh ha skrivagner amerikan. A-fed lennegezh en deus skrivet oberennoù moliac'h, spont ha skiant-faltazi. Mignon bras da Howard Phillips Lovecraft e oa.

E vuhez[kemmañ]

Paket gant an droug-skevent hag un diwaskadenn e vevas e-unan en ul lochenn a savas asambles gant e dad nepell eus Auburn er penn-kentañ, ha goude-se e Pacific Grove (nepell eus Monterey). Kement tra a ouie Smith a zeskas e-unan : ne zeas ket d'al lise, e-unan e teskas galleg ha kastilhaneg, ha meur a varzhoneg a droas, re Baudelaire en o zouez. Meur a vicher en doe ivez : kazetenner, bizskriver, dastumer ha pakader frouezh, troc'her koad, mañsoner, liorzhour ha mengleuzier.

Da 35 bloaz e krogas da skrivañ danevelloù moliac'h (ouzhpenn kant anezho etre 1929 ha 1935, al lodenn vrasañ anezho a zo bet embannet er gelaouenn Weird Tales).

E vuhez-pad e voe kalonekaet gant Howard Phillips Lovecraft, hag hemañ a glaskas lakaat oberenn liesseurt (danevelloù, taolennoù, kizelladurioù) Smith da vezañ brudet. Neo nemet goude an eil brezel bed ma vo dastumet skridoù Smith gant August Derleth, hag embannet gant Arkham House.

Oberenn Smith a zo gwall zisheñvel diouzh hini ar skrivagnerien lovecraftian all : ne gaver nag emgannoù na diskouezadur an nerzh-korf enni (er c'hontrol da skridoù Robert Ervin Howard). Peurliesañ ez eo diazezet e skridoù war sorserien, diaouled, pe sunerien-wad en un endro mizus diazezet war bedoù kollet ha disoñjet.

Plijout a rae da Smith implijout gerioù blizidik, rouez pe kozh-bras. Frazennoù hir a save, enno kalz munudoù barzhoniel.E ziouer a deknik akademikel a gempoueze gant pinvidigezh e c'heriaoueg, un ijin hunvreidik bras-divent hag ur c'hoant difaezhus da zeskiñ traoù nevez.

E skridoù[kemmañ]

  • Listennad ha pajennoù (saoznek) da dañva amañ: [[1]]