Howard Phillips Lovecraft
| Howard Phillips Lovecraft | |
|---|---|
![]() H.P. Lovecraft |
|
| Ganedigezh | 20 a viz Eost 1890 e Providence |
| Marvidigezh | 15 a viz Meurzh 1937 e Providence |
| Yezh skrivañ | saozneg |
| Rumm lennegel | skiant-faltazi, spont |
| Oberennoù pennañ | |
| The Call of Cthulhu, The Dunwich Horror, The Case of Charles Dexter Ward | |
|
|
|
| Lec'hienn ofisiel | www.hplovecraft.com/ |
| kemmañ |
|
Howard Phillips Lovecraft, anavezet ivez gant an anvioù H. P. Lovecraft pe c'hoazh HPL (ganet e Providence, kêrbenn Rhode Island, d'an 20 a viz Eost 1890 - marv e Providence, 15 a viz Meurzh 1937) a zo ur skrivagner amerikan hag ivez unan eus krouerien lennegezh ar spont en XXvet kantved. War-dro 60 danevell a zo bet savet gantañ, ur romant ha barzhonegoù ivez. 80 000 lizher savet gantañ a zo bet adkavet, memes ma soñjer en deus bet skrivet ouzhpenn 100 000 anezho, lod anezho war-dro 70 pajennad (e wreg, Sonia Haft Greene a anzavas he doa distrujet ur valizennad leun a lizheroù goude o disparti). Kement a zielloù a zo bet kollet, en o zouez re savet pa oa yaouank-flamm, ken n'haller ket gouzout pegen bras eo e oberenn. Savet en deus pennadoù diwar-benn ar filozofiezh hag ar skiantoù ivez, ha skridoù evit skrivagnerien all. Brud a zeuas dezhañ goude e varv.
Taolenn |
E vuhez [kemmañ]
E varzhonegoù hag e zanevell gentañ (The little glass bottle) a skrivas pa oa c'hwec'h vloaz. E yaouankiz a gasas e Providence, peurliesañ hep mont e darempred gant bugale a oad gantañ. Peurliesañ e chome en e di, gant ar rideozioù serret, dre ma oa diaes dezhañ gouzañv ar gouloù. D'an 3 a viz Meurzh 1924, e timezas gant Sonia Haft Greene, hag asambles e chomjont en he zi dezhi, e Brooklyn (New York). E miz Ebrel 1926, e kuitaas Lovecraft ranndi New York evit distreiñ da b/Providence e ti e voereb koshañ, Lillian Clark. Tri bloaz war-lerc'h e tispartias diouzh e wreg, hag e chomas e-unan betek fin e vuhez.
Ijinañ a reas ur gosmonogiezh varzhus diazezet war doueed, krouadurioù ha lec'hioù iskis, holl anezho bodet dindan an anv Mojenn Cthulhu, un anv ijinet gant ar skrivagner August Derleth goude e varv. An anv-se a gaver e lodenn vrasañ skridoù Lovecraft.
Klañvidik, e-unan, ha techet d'en em santout fall e oa Lovecraft, ha peurliesañ e veze berr an argant gantañ. Daoust da se e kendalc'has da skrivañ pe da reiñ alioù da skrivagnerien all. Dizehan e labouras, hag e lakaas embann e destennoù e kazetennoù anvet pulps, en o zouez ar gelaouenn Weird Tales. Enni e skrivas a bep seurt testennoù. Dre ma oa diaes dezhañ mont e darempred gant an dud, ha dre ma seblante bevañ e diavaez ar bed e voe nac'het lod brasañ e destennoù, gant an abeg ne glotent gant ar pezh a oa o c'hortoz lennerien ar mare-se.
Ne zeuas ket a-benn neuze da vevañ diwar e skridoù, hag e reas a bep seurt micherioù. War a seblant en defe diwallet salioù sinema e fin e vuhez.
Mervel a reas abalamour d'un c'hrign-bev en e vouzelloù, ha lod brasañ e oberennoù a chomas diembann. En e destamant e c'houlenne digant Robert H. Barlow, unan eus e genskriverien, lakaat embann ar peurrest eus e oberenn. Met ne reas ket kemend-se Barlow, war-bouez un destenn nemetken, bet embannet e 1938. Ar gefridi a voe adkemeret gant August Derleth ha Donald Wandrei, mignoned da Lovecraft, hag a laboure ivez evit Weird Tales. Asambles e kroujont an ti-embann anvet Arkham House, gant ar pal lakaat embann oberennoù Lovecraft. A-drugarez dezho neuze e voe skrignet skridoù HPL, hag e tizhas ur berzh n'en doa biskoazh anavezet pa voe bev.
Kalz skridoù a zo bet savet diwar-benn Lovecraft, en o zouez H.P. Lovecraft Contre le monde, contre la vie, (ISBN 2-290-05586-4)gant ar skrivagner gall Michel Houellebecq. Bez ez eus ivez S.T. Joshi. A-drugarez dezhañ e voe brudet skridoù chomet dianavezet, dreist-holl re skrivet gant Lovecraft evel ki skrivagnerien all. Hag ivez Lyon Sprague de Camp : brudet eo e labour peogwir en deus lakaet war wel perzhioù psikologel Lovecraft, a-benn kompren gwelloc'h e zoare da skrivañ hag e bersonelezh.
Temoù pennañ oberenn Lovecraft [kemmañ]
Mennozh diazez oberenn Lovecraft a zo stag ouzh an Amzer. Hervezhañ ez eo bevennet ijin mab-den evel m'eo bevennet hor skiantoù hag an traoù. Neuze e tle hon ijin kreskiñ a-feur ma kresk hon anaoudegezh eus an traoù hag e teu neuze mab-den da vezañ spontet gant "didrouz peurbadus an tachadoù divuzul." En diventelezh-se, diazezet war an tachad hag an amzer, en em zebr an amzer e-unan, evel un naer o tebriñ he lost. Ar "veaj"-se, avat, ne c'hell ket bezañ muzuliet gant sikour ar matematikoù, rak diazezet eo war anken mab-den. Paket eo Lovecraft gant an anken dirak an Amzer, ar pezh a weler en e oberenn, hag ar pezh a c'haller anvout gwirvoud boemus". Hervezañ e oa ar gwirvoud boemus-se "Ar gwirvoud nemetañ".
E romantoù Lovecraft ez eo kinniget ar bed evel un hollved tasmantet gant nerzhioù kozh hag harluet, hag a zo o c'hortoz distreiñ, evel al Leviathan. Cthulhu, Yog-Sothoth, Azathoth pe Nyarlathotep eo an euzhviled a gaver an aliesañ e skridoù Lovecraft. An Necronomicon, skrivet, sañset, gant an arab sot Abdul al-Hazred, a zo ivez un "dudenn" a-bouez. Galv Cthulhu, bet embannet e 1926, eo lodenn bouezusañ an hollved-se. Temoù all a gaver ivez evel ar follentez (foll e oa e gerent), disterdra ar c'hredennoù, an dilignezadur, an unvaniezhioù enep-natur, an estrengasoni, hag ar fed n'eo ar bed nemet touellerezh displijus ha lous. E-touez an traoù a zisplije kalz da Lovecraft e oa ar mor, ha kement tra o tont eus ar mor. Ar yenijenn a zisplije dezhañ ivez, hag e lakae anezhañ klañv. War a seblant ne oa nemet ar c'hizhier a blije dezhañ, ha kalz anezho a voe bepred gantañ en e di. Meur a wech ec'h embannas en defe kavet gwelloc'h bevañ en XVIIIe kantved.
An huñvre [kemmañ]
An huñvre : sed aze un tem all a gaver stank e oberenn Lovecraft. Lod brasañ e zanevelloù a zo diazezet war huñvreoù en deus bet, hag eñ o kempenn anezho evit ma teufent da vezañ istorioù. Ar c'housked a oa ivez un dra a-bouez evitañ, dreist-holl abalamour d'e yec'hed bresk. Kemend-se a weler en ul lizher a gasas da Rheinhart Kleiner, deiziet 21 a viz Mae 1920 : "An daou huñvre a zeuas din e-kreiz goude kreisteiz pa chomjen a-sav gant ma labour dre ma oa skuizh ma nervennoù, ha pa lakjen ma fenn war ma divrec'h, war vord an daol a oa dirazon. Degouezhet on d'ur poent m'en em roan da gousket alies-tre, kemend-se a sikour ac'hanon da zerc'hel ha da ober muioc'h evit kustum."
Evel-se e krogas loened treut an noz (night-gaunts) da aloubiñ e huñvreoù adalek 1896, goude marv e vamm-gozh hag ar c'hañv a zeuas da heul en e familh.
E-touez an oberennoù enno ur perzh bras d'an huñvre emañ :
- Hypnos, an daou haroz o vezañ onironaoted, hag int a zizolo hollved an huñvreoù.
- Galv Cthulhu (The Call of Cthulhu). Enni e kaver an Hendad Meur Cthulhu, splujet en e huñvreoù abaoe ur mare disoñjet e kêr veuzet R'lyeh. Mont a ra e darempred gant mab-den dre hanterouriezh an huñvreoù.
- Dreist da voger ar c'housked, un istor ennañ buhez doubl un den : e vuhez wir hag e vuhez huñvreet.
- An dra e skleur al loar.
- Ar skeud diavaez amzer(The Shadow out of Time). An haroz a zeu a-benn da gaout soñj eus darvoudoù amresis e vuhez kent dre hanterouriezh an huñvreoù.
- Ar skeud a-us da Innsmouth (The Shadow over Innsmouth). Haroz an istor-se a zeu a-benn, dre hantrouriezh an huñvreoù, da vont e darempred gant e dadoù-kozh, hag a zo e-touez Ar Re a zo en Donderioù (Ar Re Zon).
- E-barzh An huñvreoù e ti ar sorserez (The Dreams in the Witch-House), emañ an haroz o chom en un ti bet hini ur sorserez, hag hi a zeu en-dro en e gambr bemnoz pa'n em ro-eñ da gousket, a-benn kas anezhañ e bed an huñvreoù, hag hi o vezañ ar medium a sikour anezhañ da vont d'un poent d'egile en hollved.
- Hemañ
- Nyarlathotep, unan eus e huñvreoù a skrivas, hag hervezañ en defe skrivet ar rannbennad kentañ a-raok ma vefe dihunet.
- Ar bez, adskrivadenn un huñvre a reas Lovecraft e-pad an noz etre an 10 hag an 11 a viz Kerzu 1919.
- Ar beleg milliget.
Ouzhpenn e kaver meur a zanevell hag ur romant a zo bet savet diwar levezon Lord Dunsany. Ur c'helc'hiad hunvreidik eo, distag diouzh ar peurrest abalamour d'ar bed ha d'an aergelc'h a gaver ennañ. Da skouer :
- Kest huñvreidik Kadath an dianav. An haroz, Randolph Carter (a zo e gwirionez Lovecraft), a ya da glask kêr g/Kadath dre hanterouriezh an huñvreoù. Er gêr-se emañ an Doueed Kozh.
- Polaris
- Selefaïs
- Ar vag wenn
- Kizhier Ulthar
- An Doueed All
- Kest Iranon
- Mallozh Sarnath
Ken bras eo bet berzh Lovecraft ur wech ma oa marv ken ez eus bet meur a skrivagner o sevel skridoù diazezet war vojenn Cthulhu, evel da skouer August Derleth, Clark Ashton Smith, Frank Belknap Long, Robert Ervin Howard, Robert Bloch, Stephen King pe Colin Wilson. E bed ar bannoù-treset, ar rock pe er sinema e kaver ivez roud eus gwallhuñvreoù Lovecraft.
Evezhiadenn : ne zeuas ket a-benn Robert Ervin Howard da lakaat embann danevelloù Lovecraft peogwir e varvas araozañ. Skrivet en deus diwar-benn mojenn Cthulhu koulskoude( Cthulhu : the mythos and kindred horrors ). Robert Ervin Howard en em lazhas pa oa 30 vloaz, pa ouezas e oa marv e vamm. Levezon Lovecraft a weler e labour Howard avat, en em anavezout a raent, hag o-daou o deus labouret evit Weird Tales.
Lovecraft a zo bet "ki" tud all, en o zouez Harry Houdini. Skrivet en deus avañturioù ijinet Houdini e riboulioù martezeüs Piramidenn veur Gizeh. Anvet eo an istor-se "Prizoniad ar Faraoned". Skrivet eo bet e 1924 evit Weird Tales. Kalz skrivagnerien a gase o skridoù da Lovecraft, dezhañ da skrivañ anezho en-dro, met paeet fall e oa evit hen ober. Gwechoù zo ec'h adskrive fraennoù zo nemetken, gwechoù all ec'h adskrive an istor penn-da-benn. Evitañ e oa un doare kenskoazell naturel, setu perak n'en deus biskoazh embannet e oant bet savet gantañ. Kantvedoù a istorioù a vefe bet adskrivet gantañ.
Lovecraft hag ar ouennelouriezh [kemmañ]
Pa seller ouzh kenskriverezh Lovecraft e verzer e oa techet da vezañ gouennelour. E-barzh The Horror at Red Hook ha The Street e teskriv enbroidi e amzer evel tud war o diskar hag a c'hell bezañ dañjerus. E danevelloù zo evel The Shadow over Innsmouth, Facts Concerning the Late Arthur Jermyn and His Family e tispleg ez eo dañjerus ar meskajoù etre tud. E-barzh reoù all evel Herbert West : Reanimator ez eus deskrivadurioù gouennelour diwar-benn tud ha n'int ket gwenn pe a zo enbroidi. Sonia, e wreg, a oa Yuzevez eus Ukraina; hag embannet he deus he doa ranket adlavarout d'he gwaz eus pelec'h e teue-hi, pa embanne hemañ evezhiadennoù enepyuzev.
Ar ouennelouriezh frank a gaver en e skridoù kentañ a ya da get en e skridoù diwezhañ. Dre e skridoù neuze e weler e gemmoù a-fet mennozhioù politikel. Tamm-ha-tamm e troas Lovecraft war ar sokialouriezh, ha diwezhatoc'h ec'h anzavas en doa degemeret hep prederiañ raksoñjoù boutin e vetoù, evel ma lavar en ul lizher bet skrivet e 1937. Dislavaret en deus The Street, un danevell hag a zo gouennelour da vat. E meur a geñver e seblant The Case of Charles Dexter Ward bezañ adskrivadur The Horror at Red Hook, hep an evezhiadennoù gouennelour.
Tud zo, evel Michel Houellebecq (bet savet un arnodskrid diwar-benn Lovecraft gantañ), a soñj ez eo ar ouennelouriezh hag an estrengasoni perzhioù pennañ oberenn ha personelezh Lovecraft, kreñvaet e vijent bet pa oa o chom e New York, ha m'en deus dislavaret anezho diwezhatoc'h e vije evit klotañ gant an dereadegezh sokial. Re all a soñj e teuont eus deskadurezh puritan Lovecraft, hag e lavaront ivez eo bet kreñvaet ar mennozhioù-se gant e vevañ en e-unan, e diavaez ar bed. Er c'hontrol e soñj d'ar re-se eo bet kemmet mennozhioù Lovecraft goude e chomadenn e New York. Tabut a vez c'hoazh war se hiziv an deiz.
Un diverradenn glok eus e soñj diwar-benn ar "gouennoù" hag ar sevenadurioù a gaver e-barzh Selected Letters IV, embannet gant Arkham House (lizher 648 da J. Vernon Shea, deiziadet eus ar 25 a viz Gwengolo 1933).
An testennoù pennañ [kemmañ]
Ar re barrek war danvez Lovecraft a renk an testennoù da heul e-touez ar re bennañ, hag e-touez ar re o deus servijet da ziazez Mojenn Cthulhu. Embannet int bet e galleg gant Présence du Futur, niverenn 4 ha 5.
- Dagon, 1917
- The Call of Cthulhu (Galv Cthulhu), 1926
- The Colour out of Space, 1927
- The Dunwich Horror, 1928
- The Case of Charles Dexter Ward, 1928
- The Whisperer in Darkness, 1930
- At the Mountains of Madness, 1931
- The Dreams in the Witch-House, 1932
- The Shadow over Innsmouth, 1932
- The Shadow out of Time, 1934
- The Outsider, 1926
Troidigezhioù e brezhoneg [kemmañ]
- An tonkad a gouezhas war Sarnath, troet gant Loeiz Ardeven, in Al Liamm 312/33
- Aer gouyen, troet gant Malo Adeux hag Alan E. Ar Berr, In Nidiad 5
- Sonerezh Erich Zann, troet gant Malo Adeux, In Nidiad 5
Liammoù diavaez [kemmañ]
