Hunvre
Eus Wikipedia
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |
An hunvre (pe huñvre) a zo ar pezh a vez santet evel heuliadennoù skeudennoù, menozioù, trivliadoù ha kement santidigezh c'hoarvezet d'un den pa vez kousket. Miret e vez an hunvre er soñj e-pad ur frapad amzer goude an dihun. E-pad un amzeriad resis ar c'housked e c'hoarvez an hunvre, hini al lagad lusk-dilusk.
N'eo ket dibunet ar darvoudoù hag ar fenomennoù hervez patromoù ar vuhez wirion ken eo dibosubl pe luziet-tre ar pezh a c'hoarvez ez-teorikel d'ar c'housker pa ne hell ket kaout kontrol warni peurvuiañ. Koulskoude e c'hoarvez da dud zo bezañ gouest santiñ hunvreoù m'eo posubl dezho kemm traoù pe darvoudoù santet, an hunvreoù spiswel a reer eus anezho.
[kemmañ] Gerdarzh
Gant hun ha bre eo bet savet ar ger hunvre.
- Hun a zo heñvelster gant kousk.
- Bre a zeu eus an henvrezhoneg hag an henbredeneg *brith a dalvez kement ha hud pe hudouriezh ha stadoù diroll ar soñjoù.