Dihun

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Logo ar gevredigezh Dihun-Breizh
ur vanifestadeg aozet gant Dihun e Kmper e miz Meurzh 2008. Yannig Baron a weler o tougen ar giton (a-zehoù)

Kevredigezh ar gerent o deus bugale e klasoù divyezhek brezhoneg-galleg ar skolioù kristen e Breizh eo Dihun. 4651 skoliad a zo enne e miz Gwengolo 2011. Yannig Baron a zo prezidant ar gevredigezh.

[kemmañ] Istor

E 1989 e oa krog ar seurez Anna-Vari Arzur e bro Leon ha Yannig Baron e bro Gwened da glask digeriñ ar skolioù kristen d'ar gelennadurezh divyezhek brezhoneg-galleg. Diwar o labour pennek e voe digoret ur c'hlas divyezhek e skol Sant-Gwenn e Gwened gant 29 bugel hag ur c'hlas divyezhek all e Gwiseni d'an distro-skol 1990. D'ar 26 a viz Here e voe fiziet dezvadoù Dihun-56 e prefeti ar Mor-Bihan. E miz C'hwevrer 1993 e teuas Dihun Penn-ar-Bed da vezañ ur gevredigezh kerent hag e miz Mezheven 1993 e voe krouet Dihun-Breizh.

[kemmañ] Yun

E 2006 en deus ranket ar prezidant Yannig Baron ober yun evit diskouez pegen drouklaouen e oa ar gevredigezh gant enebiezh renerezh ar skolioù katolik ouzh mont war-raok ar c'helenn brezhoneg. War a seblant e vije deuet a-benn da lakaat ar renerien da blediñ da vat gant ur c'helenn ne oant ket gwall nec'het gantañ a-raok. Da vihanañ eo evel-se eo bet kinniget an danevelloù embannet e dibenn ar yun.

[kemmañ] Liammoù diavaez

Lec'hienn ofisiel Dihun-Breizh

Banniel breizh bihan.png Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.
Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all