Cthulhu

Eus Wikipedia


Tresadenn a gCthulhu ha R'lyeh e'it ar c'hoari rolloù– Aozer dianav
Weird Tales huevrer 1928 - ar wech ketañ oa bet embannet Galv Cthulhu

Cthulhu a zo ur c’hrouadur ijinet gant ar skrivagner amerikan Howard Phillips Lovecraft, ha meneget evit ar wech kentañ en danevell The Call of Cthulhu (Galv Cthulhu), bet skrivet e 1926. Un euzhvil humenidik eo, penn ur morgazh dezhañ, ha divaskell ivez.

Taolennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kinniget eo Cthulhu evel ur c’hrouadur - unan ag Ar Re Gozh Meur pe Ar Re Gozh pe Ar Re an Diavaez - a skuilh ur spont bras e touez mab den ha pa vo echui getoñ da gousked - pa vint plaset mat an astroù - diskaret vo an humenidigezh.

Diaes eo lâret ma n’en deus ken nemet liammoù arouezius gant doueed all ijinet gant Howard Phillips Lovecraft, evel Yog-Sothoth ("An Alc'hwez hag an Nor" doue an amzer hag an egor), Azathoth (ar Reustl Derc'hanel, Sultan an Diaouled), Nyarlathotep (Ar Reustl a Stlej, Kannad an Doueed), Nodens pe Shub-Niggurath, pe mard int hañval an eil d'egile. Bout zo marse un urzhaz etreze met n'eo ket sklaer james get Lovecraft : al lavar hag an dislavar a oa getoñ e-barzh e zanevelloù evit eilañ gwellañ relijionoù ha mitologiezhioù ar bed gwir. Lovecraft en doa ur mousfent "drouk" ha strafuilhañ an istoer a oa ul lod bras ag e blijadur.

Gwechall-gozh-Noe e voe trapet Cthulhu àr c'horreenn an Douar goude ur brezel a-enep Re Gozh Antarktika hag ur c'hrenn-douar. Emañ bremañ kousket e donderioù su ar meurvor Habask, en e gêr-bez dindan vor anvet R'lyeh (49°51' lec'hed kreisteiz ha 128°34' hed kornôg, tost da ven emañ al lec'h pellañ a bep douar). O c’hortoz distreiñ emañ ivez. Seblantout a ra Cthulhu bezañ ur meskaj etre mitologiezhoù europat (Kraken Skandinavia da skouer ; hag en un doare resisoc'h barzhoneg Alfred Tennyson "The Kraken”) ha re ar Reter-Nesañ (Dagon, a zo er Bibl doue-pesk ar Filistined, tud ag Ashdod hag a lazhas Samson ar paotr kreñv dre e vlev). Implijet e voe ivez Dagon get Lovecraft èl ur gwaz a g-Cthulhu pe ur c'hevreded anezhañ. An Horla, skrivet gant Maupassant, zo ivez ur vammenn evit Lovecraft, un istoer hag a daolenn ur ouenn sunerion-gwad disgwel ag an egor, deuet da zistruj mab-den. Pimpatrom un doue spontus eus an egor e seblant Cthulhu bezañ ivez : tennañ a ra d’un den, penn ur morgazh dezhañ, ha divaskell bras ha neudennek. Azeulet e vez gant tud skoanet, un dodenn a gaver stank en oberenn Howard Phillips Lovecraft. Cthulhu a c’hall ivez awenañ hunvreoù an dud, hag evel-se ez a war gresk an niver a dud a azeul anezhañ.

« Ph'nglui mglw'nafh Cthulhu R'lyeh wgah'nagl fhtagn » : sed aze ul letani liammet ouzh azeulerezh Cthulhu (Azeulerien Cthulhu hag an doueed arall a lavar ivez « Iä, Iä, Chtulhu fhtagn » alies-tre). Talvezout a ra kement ha “En e annez e keoded R’lyeh, emañ Cthulhu varv oc’h hunvreal hag o c’hortoz”. Kement-se a zo tost a-walc’h d'ur frazenn a gaver en Necronomicon (al levr milliget ijinet gant Lovecraft) : « N’eo ket marv ar pezh a zo kousket da viken hag, e peurbadelezhioù iskis, e c’hall ar Marv e-unan mervel”. E-barzh un danevell gant August Derleth hag a zo stag ouzh mojenn Cthulhu, en deus ar skrivagner degaset kemm da zibenn ar frazenn, en ur ober gant ur stumm nac'h : «nafl'ftaghn» a zo bet skrivet gantañ, ar pezh a c’hallfe talvezout ez eo dihun Cthulhu.

Setu penaos eo taolennet Cthulhu gant Howard Phillips Lovecraft e-barzh The Call of Cthulhu (“Galv Cthulhu”) : « Johansen a soñj e varvas daou zen, e-touez ar c’hwec’h den ha na zeujont ket a-benn da dizhout ar vag, abalamour d’ar spont a santjont d’ar mare daonet-se. N’eus den a c’hellje taolenniñ an euzhvil, n’eus yezh ebet a c’halljed implijout da daolenniñ ar gweled sot-se, ar rouestlad huchadennoù disklaer, an dislavar euzhus eus holl lezennoù an danvez hag eus an urzh kosmek. »

Drevezadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Alies e klever anv eus “Mojenn Cthulhu” pa vez anv eus oberenn Howard Phillips Lovecraft. Koulskoude, n’eo ket bet implijet an droienn-se biskoazh gant Lovecraft e-unan (lâret veze kentoc'h getoñ ur "Yog Sothoth-erezh" pe "Kelc'hiad Arkham"). Ijinet e voe gant Derleth goude marv Howard Phillips Lovecraft. Brudet eo Cthulhu ivez er sinema (“In the Mouth of Madness” gant John Carpenter da skouer) pe er sonerezh rock ("The Call of Ktulu" gant Metallica).

Hervez August Derleth eo neuze damheñvel Cthulhu ouzh doueed diavaez Douar evel Chtuga, Yig, Glaaki, Chaugnar Faugn pe Y'Golonac. Ar re-se a vez graet doueed diavaez anezho gant ar re (evel August Derleth) o deus kendalc’het oberenn Lovecraft.

Lin Carter a lâr e oa bet skarzhet Cthulhu eus koskoriad Xoth gant an “Doueed Kozh-Noe.”