Steampunk

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Nuvola apps konquest.png
Ar pennad-mañ a zo ul lodenn eus ar rummad
Skiant-faltazi
Skrivagnerien Skiant-faltazi pennañ
Jules Verne · George Orwell

Isaac Asimov · Philip K. Dick

H.G. Wells · Arthur C. Clarke

Clifford D. Simak · Frank Herbert

Anthony Burgess · A. E. van Vogt

H. P. Lovecraft · Aldous Huxley

Ray Bradbury · René Barjavel

Michael Crichton · Dan Simmons

Kim Stanley Robinson

Ursula K. Le Guin

Bed ar skiant-faltazi
Skrivagnerien - An SF er BT
An SF er Sinema
Temoù an SF
Rummad:Skiant-faltazi

Steampunk a zo un is-rummad eus ar skiant-faltazi, hag a dalvez evit kement oberenn savet en deiz a hiziv, met lec’hiet en XIXvet kantved (mare rouanez Victoria peurliesañ), pe e penn-kentañ an XXvet kantved. Implijet e vez ivez evit kement oberenn a c’hoarvez en dazont, met gant un endro damheñvel ouzh hini an XIXvet kantved. Ouzhpenn er skiant-faltazi e c’haller kavout oberennoù steampunk e-touez ar romantoù polis, ar romantoù moliac’h hag ar romantoù diazezet war troioù-kaer. Daoust ma c’hoarvez an istorioù steampunk en amzer dremenet, e kaver alies-tre enno urzhiataerioù ha kalz fent. Oberennoù steampunk a gaver ivez war dachenn ar sinema (Steamboy) ha hini ar bannoù-treset (Adèle Blanc-Sec gant Jacques Tardi, The League of Extrordinary Gentlemen gant Alan Moore). Ijinet eo bet ar ger steampunk a-benn envel oberennoù tri skrivagner : K.W. Jeter - Tim Powers - James Blaylock.

Evit a sell ouzh an oberennoù krouet a-raok 1979 e reer proto-Steampunk anezho.

An oberennoù steampunk a vez rannet e div lodenn peurliesañ : diouzh un tu ar re diazezet war ur bed krouet penn-da-benn gant ar skrivagner (Powers, Blaylock, Gibson & Sterling, Stableford). Diouzh un tu all ar re diazezet war harozed bet krouet a-raok (Sherlock Holmes, Frankenstein, Drakula, Jekyll, Jakez an toullgofer...) pe diazezet war oberennoù skrivagnerien all H. G. Wells, Jules Verne pe Arthur Conan Doyle). Niverus eo ar skridoù diazezet war istorioù Sherlock Holmes : Sherlock Holmes' War of the Worlds (1975), Exit Sherlock Holmes (1977) da skouer.

Gwelout ivez [kemmañ]

Liammoù diavaez [kemmañ]