Philip K. Dick

Eus Wikipedia

Philip Kindred Dick, a zo anevezetoc’h evel Philip K. Dick, a oa ganet d’ar 16 a viz Kerzu 1928 e Chicago ha marvet d’an 2 a viz Meurzh 1982 e Santa Ana, 56 km er c’hreisteiz da Los Angeles, e Kalifornia.

Ur skrivagner stadunanat a bouez eo e bed ar skiant-faltazi, abalamour da niver e levrioù met dreist-holl d’an danvez meret gantañ en e skridoù ha d’e bersonelezh hep he far.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou vugel eo a voe ganet gant an itron Dick d'ar 16 a viz Kerzu 1928 e Chicago, Philip Kindred ha Jane Charlotte, hag o-daou n'houlent ket denañ laezh o mamm, ken e varvas ar verc'hig d’ar 26 a viz Genver 1929, pa ne oant ken ’met 6 sizhun. A-hed e vuhez eo bet sammet spered Philip gant ar c’hañv a zouge d’e c’hoar c’hevel. Betek fin e vuhez e santas Philip an diouer d’e hanter gofad, hag ac’haleno e teufe an doare daouduek a gaver en e holl oberoù meur, evel en e romant "Dr Bloodmoney", ma weler ur breurig « diabarzh » marvet en ur vezañ, liammet dre ar spered gant e c’hevel e barr e nerzh.

Hag eñ yaouankik e c’hoaveze dezhañ semplañ aliezik ha diwezhatoc’h e voe kavet e oa tapet gant ar skizofrenia, met diwezhatoc’h e voe prouet ne oa ket gwir. Hogen spontet e oa ar paotr gant ar pezh a soñje dezhañ a oa o tougen en e spered. Neuze eo e krogas da lenn skiant-faltazi er gelaouenn Stirring Science Stories a oa dezhañ an doare nemetañ da ziankeniañ e soñjoù.

Da bevar bloaz e welas dimeziñ e dud o terriñ ha chom a reas e-unan gant e vamm e Berkeley. Goude d’ar bredelfenner priedoù diskleriañ ne vije ket skoet ar bugel gant an disparti-se ne baouezas ket Dick da glemm en abeg da se a-hed e vuhez. Chom a reas an tad hep daremprediñ mamm ha bugel war-lerc’h an dizimeziñ.

Aet war studi ar brederouriezh da Skol-Veur Kalifornia n’eas ket betek penn abalamour d’ar reuz savet gant ar senedour MacCarthy ha da heskinadur ar gomunourien ( a oa Dick tomm outo) e voe taolet er-maez. Neuze e krogas da labourat war-dro ar sonerezh, sot ma oa gantañ. Labourat a rae war hanter evel programmer en ur chadenn-skingomz ha gwerzher pladennoù er stal Universal Music e Berkeley. Kavet e vo abadennoù eus an amzer-se en e romant "Radio Free Albemuth", un oberenn beuzparanoiek deuet e-maez ar wask war-lerc’h e varv, a weler enni buhez yaouankizoù Berkeley er bloavezhioù a-raok lanv an « hippied » a ziruilhas war bed ar bloavezhioù 60.

Gouez da lod vrasañ e vuhezskiverien eo er pulps amerikan (Galaxy, Fantasy and Science-fiction, Astounding Stories, ha na pet all) e tizoloas al lennegezh skiant-faltazi.

Krog e oa da skrivañ tammoù, barzhoniezh koulz ha skiant-faltazi, pa oa c’hoazh er skol-veur, hag embannet e voe darn er Berkeley Gazette, ar skrid kentañ o vezañ The Devil, merket warnañ deiz an 23 a viz Genver 1942.

E miz Mae 1948 e timezas gant Jeanette Marlin. Torret e voe an dimeziñ 6 miz goude, anat dezho ne oant ket troet gant ar memes traoù. E miz Mezheven 1950 e timezas gant Kleo Apostolides, eus ur familh Gresianed, kleizourez divrud marteze met anavet gant an FBI, ha tamallet dezhi bout komunourez. Gwelout a reas Dick daou boliser « federal » o tont d’e gaout hag o c’houlenn digantañ evezhiañ e wreg evito. Nac’h a reas ar skrivagner, hogen mignon e teuas da vout gant unan anezho, George Scruggs, a oa evel dindan gazel-gae pa gleve Dick o komz eus e vicher gevrinus. Kavout a reer meneg eus ar wreg he mennozhioù a-gleiz-kenañ hag eus ar boliserien er "Radio Free Albemuth".

Skrivagner[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bountet e oa bet gant e wreg da stagañ gant ar vicher skrivañ, hag kregiñ a reas da vat ganti e 1952. Un tamm mat a fae a veze graet warnañ e bedig skiant-faltazi an amzer dre ma veze kavet gwall dreut e ouiziegezh skiantel ha gwall amparfal e zoare da skrivañ.

Sevel a reas neuze kalzig a zanevelloù, evel Beyond Lies the Wub, Mr Spaceship, The Gun, The Variable Man, The Builder, Second Variety, e-touez ar re vrudetañ, hag ober e soñj da gregiñ gant romantoù, a veze paeet gwelloc’h. Pliv ar politikerezh a oa da-vat war e romant kentañ, Solar Lottary », embannet e 1955.

En e vuhez pried ez ae an traoù da fall. Dre ma skrive Dick diouzh an noz dreist-holl ne oa ket evit padout ken o welout e wreg gant ur vuhez untamm mat birvidikoc’h egetañ, hag e amezeien o sellout outañ o landreantiñ dindan an disheolienn. Krog e oa da gavout diaesoc’h-diaesañ sell an diavaez. Evit gallout derc’hel da labourat buan e oa douget da lonkañ louzoù a bep seurt, ha dreist-holl amfetaminoù, hag a roe dezhañ barradoù enkrez spontus.

A zeiz da zeiz ec’h ae e baranoia war washaat : ma ne deu ket a-benn, a soñj dezhañ, ec’h eo dre ma vez tud o stegnañ iriennoù en-dro, hag enep dezhañ. War a seblant ne oa ket evit kompren ne oa ket diouzh ar c’hiz ken ar skiant-faltazi, da vihanañ en doare ma veze dispaket er c’helaouennoù pulps. Kement-se evel-just ne oa ket evit gwellaat spered klañvidik ar skrivagner, nag evit leuniañ e yalc’h peuzc’houllo.

E 1958 e tizimezas adarre, hag e reas anaoudegezh gant Anne Williams Rubinstein, a oa nevez varvet he gwaz diganti. Ober a rae al lez dezhi, en em glevout mat a raent. Mat an traoù ivez etrez an den tev ha barvek-se ha teir merc’h Anne, ma timezas ar skrivagner gant o mamm d’ar 1añ a viz Ebrel 1959, ha ma voe ganet ur verc’h dezho, Laura Archer, d’ar 25 a viz C’hwevrer 1960

Lakaet e voe Philip gant e wreg da skrivañ a-benn bezañ un oberour brudet, ha stagañ a reas gant The Man in the High Castle - le Maître du Haut Château. Koulskoude ez eas trenk ar soubenn en ti adarre. Anne a wele ennañ ur skrivagner disheñvel diouzh an hini a oa dimezet ganti, ha diouzh an hini a felle dezhañ bezañ, ha Philip ne glaske ket dilezel ar skiant-faltazi, goude ma hunvree gounit brud evel skrivagner ordinal. Pa voe digoret ganti ur stal-bravigoù en em gavas Dick evel un den didalvoud, hag e krogas da soñjal edo e wreg o klask ober e stal dezhañ. Diwezhatoc’h e konto diwar he fenn : « Ur vuntrerez psikotek a oa anezhi, aon a rae din, ha dre ziv wech he deus klasket ma lazhañ ». Pa voe kuitaet an ti gant Anne hag o merc’h ez eas gwashoc’h yec’hed e spered. E 1964 e voe torret o dimeziñ.

E 1962 e oa bet embannet ''The Man in the High Castle''- Le Maître du Haut Château a reas berzh bras. Ouzhpenn-se e tapas ar priz Hugo gantañ. Brud ha lennerien entanet a deuas dezhañ diwar al levr-se neuze.

E 1963 ha 1964, e savas pevar romant : Clans of the Alphane Moon - Les clans de la lune alphane, Martian Time-Slip - Glissement de temps sur Mars, The Simulacra - Simulacres ha The Three Stigmata of Palmer Eldritch - le Dieu venu du Centaure, ar brudetañ anezho holl.

E 1964, e timezas gant Nancy Hackett, 21 bloaz dezhi. Tad e voe adarre da Isolde Freya (a veze graet Isa anezhi hepmuiken). Buan ez eas fall an traoù avat. Tamall a rae Dick d’e wreg e felle dezhi «ober evel ar re all», ha klask ober dezhañ monet e « kevredigezh vat Kalifornia» en desped dezhañ. Buhez ar bed (evel a lared en hon manatioù) n’eo ket troet ganti. N’eus nemet e oberenn a gont ken, ha ne da ket nemeur eus ar gêr. Pa glevas keloù eus lazhoù John F. Kennedy ha Martin Luther King e voe daoubennet, ma paouezas da votiñ kenkent.

Skrivañ a reas neuze ar romant 'Do Androids Dream of Electric Sheep? - les Androïdes rêvent-ils de moutons électriques ? ac’h eas an danvez anezhañ d’ober ar film Blade Runner, ha neuze Ubik a zo moarvat pennoberenn ar skrivagner.

E 1970, e oa gwashoc’h ar jeu evit biskoazh : bec’h en doa gant tud an tailhoù, ha gant e wreg ivez ; fall ez ae an traoù er bed pan edo brezel Viêt Nam oc’h ober e reuz. Neuze e skrivas « Flow my Tears », the Policeman Said'' - Coulez mes larmes, dit le policier, a weler ennañ un den o sankañ en anken. Ha Nancy kuit, hag Isa ganti.

Hennezh a voe ar gwashañ mare eus e vuhez. E-unan e oa, dilezet gant e wreg. Neuze e krogas da reiñ bod da gement lonker louzoù, « hippy » pe « junky » o tremen hebiou d’e di. Bemdez ez ae drammoù gantañ, ken e veze a-hed ar sizhun oc’h alteriñ. Prenet en doa skiant a-walc’h da skrivañ A Scanner Darkly - Substance mort e 1975, a voe embannet e 1977.

Dre veur a wech e klaskas bod en ur bredglañvdi, met kazeg a reas bep tro, goude ma voe ensellet bep tro da vat. Paranoiek pe skizofrenek e oa Dick marteze, met ne oa ket azonoù ul lonker-louzoù touet : yac’h a gorf e oa an den da vihanañ.

D’ar 17 a viz Du 1971 e c’hoarvezas un darvoud a-bouez en e vuhez. O tegouezhout er gêr e kavas« prenestroù freuzet, dorioù divarc’het, potailhoù torret » e welas « e oa bet laeret un toullad traoù, e oa bet lakaet da darzhañ an armel-glenkell didanet gant danvez-tarzh a-seurt gant plastik », hag er glenkell-se eo e vire e holl « deñzorioù » : skridoù, niverennoù eus pulps kozh, ha meur a dra all. … Ha kerkent e anken baranoiek o tont en-dro war-c’horre : ma tamallas FBI ha KGB a bep eil da glask lazhañ anezhañ.

Hag eñ kuit da Ganada, da Vancouver, dizoloet da-geñver ur brezegenn distaget gantañ diwar-benn ar skiant-faltazi d’an 12 a viz C’hwevrer 1972, ma reas e soñj chom da vevañ eno. Klask a reas gwriziennañ e Vancouver, ha klask fred war un dro. Meur a wech ez eas war-dro merc’hed yaouankoc’h egetañ, met ur gabestr en devoe bep tro, rak spontet kentoc’h eget hoalet e vezent gant an amparfal a zen-se o klask un tamm karantez. Klask a reas neuze en em lazhañ o lonkañ forzh louzoù. C’hwitet adarre, met kaset e voe da X-Kalay, e-lec’h ma veze gwalc’het o diabarzh d’an dud troet gant an heroin, goude ma ne denne ket d’ar seurt tud ha ne oa ket unan anezho. Eno e tizoloas e pebezh ifern e veve ar re a yae war an hent-se, ha pegen distrujet e c’halle bezañ o spered.

Goude tremenet gantañ teir sizhun en X-Kalay ez eas da chom da Fullerton, ma kavas bod gant div studierez sot-pitilh gant e oberennoù. Drezo e reas anaoudegezh gant ur skivagner yaouank, Tim Powers. (ar peurrest da zont a-benn arc'hoazh)

Ar Sinema[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Romant Do Androids Dream of Electric Sheep? en deus levezonet kalzig Blade Runner.

An danevell Souvenirs à vendre a zo bet diazez Total Recall gant Paul Verhoeven.

E romant Confessions d'un barjo a zo deuet ivez da vezañ ur film gant Jérôme Boivin e 1992.

Gant an danevell Second Variety eo bet levezonet ar film Screamers gant Christian Duguay e 1995.

E zanevelloù Minority Report hag Impostor a zo bet filmet e 2002, gant Steven Spielberg ha gant Gary Fleder.

Ar film Paycheck gant John Woo e 2003 a zo ivez diazezet diwar un danevell bet skrivet gant Dick.

Dont a raio er maez ivez ur film d'an 21 a viz Even 2006 diwar e levr Substance mort, ha kaset vo a-benn gant Richard Linklater.

Daou vuhezskrid a zo bet savet a-zivout Phil K. Dick : Emmanuel Carrère en deus skrivet Je suis vivant et vous êtes morts, ha skrivet eo bet Invasions divines gant Lawrence Sutin.

Da lenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Skrid ebet diwar e zorn, deomp da c’houzout, n’eus bet troet e brezhoneg betek-hen.

Romantoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Solar Lottery, 1955
  • The World Jones made, 1956
  • The Cosmic Puppets, 1956
  • The Man who Japed, 1956
  • Eye in the Sky, 1957
  • Time Out of Joint, 1959
  • Dr Futurity, 1960
  • Vulcan's Hammer, 1960
  • The Man in the High Castle, 1962
  • The Game Players of Titan, 1963
  • Clans of the Alphane Moon, 1964
  • Martian Time-Slip, 1964
  • The Simulacra, 1964
  • The Penultimate Truth, 1964
  • The Three Stigmata of Palmer Eldritch, 1965
  • Doctor Bloodmoney, or How we got Along after the Bomb, 1965
  • The Zap Gun, 1965
  • The Crack in Space, 1966
  • Now wait for Last Year, 1966
  • Counter-clock World, 1967
  • The Ganymede Takeover, 1967
  • Do Androids Dream of Electric Sheep?, 1968, (graet Blade Runner deus outañ ur wezh m'eo deuet er maez ar film)
  • Galactic Pot-Healer, 1969
  • Ubik, 1969
  • A Maze of Death, 1970
  • Our Friends from Frolix 8, 1970
  • We can Build you, 1972
  • Flow my Tears, the Policeman Said, 1974
  • Confessions of a Crap Artist
  • Deus Irae, 1976 (skrivet asambles gant Roger Zelazny)
  • A Scanner Darkly, 1977
  • Valis, 1980
  • The Divine Invasion, 1981
  • The Transmigration of Timothy Archer, 1982
  • The Unteleported Man, 1983
  • The Man Whose Teeth Were All Exactly Alike, 1984
  • In Milton Lumky Territory, 1985
  • Humpty Dumpty in Oakland, 1985
  • Puttering about in a Small Land, 1985
  • Nick and the Glimmung, 1985
  • Radio Free Albemuth, 1985
  • Mary and the Giant, 1987
  • The Broken Bubble, 1988

Danevelloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Re hir e vije reiñ ar roll anezho, strewet ma’z int e levrioù a bep seurt.
  • Aliañ a raimp al lenner da sellout ouzh rolloù an embannerien voaz. Gallout a reer kregiñ gant ul levr eus ar c’hantved tremen « Le livre d’or de Philip K. Dick » deuet a-zindan gwask Presse Pocket.

Priz Philip K. Dick (e saozneg Philip K. Dick Award)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Priz lennegel er Stadoù Unanet roet da levrioù skiant-faltazi pe moliac’h embannet da gentañ gant goloioù paper-kalet (paperbacks), pe e stumm levrioù-godell mar kerer, evel ma veze embannet levrioù Philip K. Dick. Krouet e oa bet ar priz e 1983 gant ar skrivagner Thomas M. Disch. D’ul levr dibabet gant ur c’huzul nevesaet bep bloaz, ennañ tud war ar vicher an hini e vez roet ar priz.

Liammoù liesseurt[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

e brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

e galleg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

e saozneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.
Rummad Skiant-faltazi – Gwelit ar pennadoù hag an isrummadoù diwar-benn ar skiant-faltazi.