Kaozeal:Philip K. Dick

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

D'am sonj e vije mat lakaat ar bajenn-se dindan an anv a Philip K. Dick dre ma 'z eo anavezet ar skrivagner dindan an anv-se... --Benoni 28 C'hwe 2006 da 00:21 (UTC)[respont]

N'on ket a-enep C'hwil-du siferniet

Evel just.

War a seblant e oamp o fardañ pep a bennad pep hini en e gorn. Klask a rin kendeuziÑ anezho. Evit anvioù ar skridoù, e saozneg hepken pe e galleg e-kichen? Perak an div yezh? Abalamour da lakaat anv ar skrid orin, evel ma tere, hag an hini a vo lennet gant an dud ordinal kichen ha kichen. Met saozneg hepken zo mat din. Bianchi-Bihan 2 Meu 2006 da 18:54 (UTC)[respont]

Fentus !
mat, kendeuzomp neuze ! N'on ket a-enep lakaat an droidigezh e-kichen... 
met mat eo din e saozneg       nemetken ivez... Mat e vefe heuliañ ar memes reolenn 
evit tout ar     skrivagnerien neuze...
Laouen on gwelet e vez tud all dedennet gant Phil K. Dick ivez. :o))
C'hwil-du siferniet 2 Meu 2006 da 19:27 (UTC)[respont]

Ya, ret e vije dibab ur reolenn. Hag ar brezhoneg? Perak ne vije ket troet an titloù e brezhoneg ivez, peogwir emaint e galleg? Ma! ar gwellañ e vije trei Dick e brezhoneg. Dilezel wikipedia ha stagañ ganti. Kregiñ a ri? Pell zo m' eus bet lennet Dick. Oc'h adstagañ emaon abaoe ur pennad. Bianchi-Bihan 4 Meu 2006 da 07:50 (UTC)[respont]

Me a gav din e vefe reizh dibab da reolenn skrivañ titl an oberennoù er yezh orin ha kinnig un droidigezh vrezhonek evel ma vez graet er wikioù all. --Fulup 4 Meu 2006 da 10:55 (UTC)[respont]
Ne vez ket aes atav.

Lakaomp er pennad am eus savet db Primo Levi. Oberennoù zo n'em eus ket kavet anv ar skrid italianek a glote gant an hini gallek, goude sellout er wikioù italianek ha gallek. Ouzhpenn-se em eus gwelet ne veze ket embannet ar memes kontadennoù atav evel er yezh orin: a-wechoù e vez savet dastumadennoù all. Ret e vije gwiriañ a dost, ha n'haller ket koll amzer gant se atav.

A-hend-all, goulennoù:

Goulennoù[kemmañ ar vammenn]

  • N'haller ket brezhonekaat ar "jump to" ha "navigation" a zo e krec'h ar bajenn? Kinnig a ran: "Mont betek ar" "merdeiñ" (ar ger a zo bet lakaet pelloc'h).
Graet graet --Fulup 4 Meu 2006 da 15:23 (UTC)[respont]
  • N'haller ket lakaat GNU Free Documentation Licence etre "askoù", pe me 'oar?
Graet graet --Fulup 4 Meu 2006 da 15:23 (UTC)[respont]
  • E-lec'h lakaat "degasadennoù" n'haller ket ober gant "pennadoù"?
Nann, ledanoc'h eo degasadenn eget pennad. Pa vez degaset ur cheñchamant bennak gant ub en ur pennad bet krouet gant tud all e vez renablet an degasadenn. Gallout a ra bezañ kantadoù a zegasadennoù evit ur pennad hepken.
  • E-lec'h "o tegas hepken skridoù savet ganeoc'h" n'haller ket reizhañ gant " oc'h embann skridoù savet ganeoc'h hepken?
Graet graet --Fulup 4 Meu 2006 da 15:23 (UTC)[respont]
  • E-lec'h "ur vammen" lakaat "ur vammenn".
Graet graet --Fulup 4 Meu 2006 da 15:23 (UTC)[respont]
  • E-lec'h "gwirioù aozer" lakaat "gwirioù miret".
Gwirioù aozer zo mat, anv zo amañ a zoujañ da wirioù an aozerien ha neket da virout ar gwirioù evit un ti-embann bennak
  • E-lec'h "hep kaout un aotre a-ratozh" lakaat "hep aotre d'ober kement-se".
Graet graet --Fulup 4 Meu 2006 da 15:23 (UTC)[respont]
  • E-lec'h "retrieved from", lakaat "kemeret diwar".
Graet graet --Fulup 4 Meu 2006 da 15:23 (UTC)[respont]
  • Lakaat A e-barzh adenvel.
Ne gomprenan ket
  • Petra eo "diskweloù" ?eus pelec'h e teu ar ger?
Un adstumm eus "diskouez" degemeret e yezh ar stlenneg evit "afficher"
  • E-lec'h "ar c'hemmoù degaset" lakaaat "ar c'hemmoù lakaet ganeoc'h".
Graet graet --Fulup 4 Meu 2006 da 15:23 (UTC)[respont]
  • E-lec'h "personal tools" lakaaat "ho pinvioù".
Graet graet --Fulup 4 Meu 2006 da 15:23 (UTC)[respont]
  • E-lec'h (Evit ober taolioù-esae,) "grit gant ar poull-traezh" lakaat "kit da c'hoari e-barzh ar poull-traezh". C'hoari a dalv ivez kement hag ober e yezh Poher ha Treger da vihanañ.
Re liesteriek e kavan c'hoari. Dismegañsus e c'hall bezañ ivez. Neptuekoc'h eo ober amañ ha klotañ a ra gwelloc'h gant al live yezh a zere. --Fulup 4 Meu 2006 da 15:23 (UTC)[respont]

Hag un toullad traoù all am bo da c'houlenn evel-se c'hoazh ma vez kavet dereat ma goulennoù. Bianchi-Bihan 4 Meu 2006 da 13:37 (UTC) Traoù all a vo laket kerkent war ma fajenn eta. Bianchi-Bihan 5 Meu 2006 da 09:01 (UTC)[respont]