Steven Spielberg
| Steven Spielberg | |
Steven Spielberg er pentagon (11 a viz Eost 1999) |
|
|---|---|
| Anv ganedigezh : | Steven Allan Spielberg |
| Deiziad ganedigezh : | 18 a viz Kerzu 1946 |
| Lec'h ganedigezh : | Cincinnati, Ohio Stadoù-Unanet |
| Broadelezh : | Stadunanat |
| Micher(ioù) : | Filmaozer Istorour Produour |
| Filmoù a-bouez : | Jaws Close Encounters of the Third Kind Indiana Jones E.T. the extra-terrestrial Jurassic Park Amistad Saving Private Ryan Artificial Intelligence: A.I. Minority Report The War of the Worlds Munich |
| Liammoù diavaez | |
| kemmañ |
|
Steven Allan Spielberg, bet ganet d'an 18 a viz Kerzu 1946 e Cincinnati (Ohio, Stadoù Unanet Amerika) a zo ur filmaozer ha produer stadunanat.
Savet en deus lod eus ar filmoù o deus graet ar muiañ a berzh er bloavezhioù diwezhañ. En o zouez e kaver E.T (1982) ha Jurassic Park (1993). Filmoù avantur ha skiant-faltazi a zo bet savet gantañ da gentañ, evel Jaws, E.T pe heuliad Indiana Jones. Diwezhatoc'h e tremenas da abegoù diaesoc'h evel al Loskaberzh gant Listenn Schindler pe an Eil Brezel Bed gant Saving Private Ryan (O saveteiñ ar soudard Ryan).
E labour filmaozer en deus boulc'het evit ar skinwel, gant ar rummad Columbo, da skouer. Unan eus e filmoù hir kentañ, Duel (1971), savet e senario gant Richard Matheson, a oa bet produet evit an tele stadunanat. Daou vloaz war-lerc'h e oa bet bannet war skrammoù sinema broioù zo eus Europa, da heul roidigezh Priz Meur Festival 1973 Avoriaz.
E 1975 e tarzhas da vat brud Steven Spielberg gant ar film Jaws, savet diwar ur romant gant Peter Benchley. Er bed a-bezh e reas berzh istor ar morvleiz debrer-tud, ha tri Academy Awards e oa bet rastellet gant Jaws (e rannoù ar Frammañ, ar Sonerezh hag ar Son).