18 Kerzu
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
- 1717 : divodet Stadoù Breizh gant Pierre de Montesquiou d'Artagnan.
- 1914 : Emgann Naulila er su da Angola.
- 1944 : kentañ niverenn ar gazetenn c'hall Le Monde, deiziet d'an 19 a viz Kerzu (chom a raio ar boaz).
- 1950 : krouet Poellgor studiañ ha liammañ interestoù Breizh (C.E.L.I.B. e galleg).
- 1961 : aloubet eo kornôg Ginea Nevez gant Indonezia.
- 1994 : kavet eo ur vougev baleolitik gant Eliette Brunel, Jean-Marie Chauvet ha Christian Hilaire e Vallon-Pont-d'Arc.
- 2010 : gallout a reer sellet, war internet, ouzh niverennoù kozh ar gazetenn L'Ouest-Eclair bet embannet etre 1899 ha 1940.
[kemmañ] Ganedigezhioù
- 1863 : Franz Ferdinand, Arc’hdug Aostria († 28 a viz Mezheven 1914, drouklazhet e Sarajevo (Aostria-Hungaria d'ar mare-se)).
- 1878 : Jozef Stalin (Josif Visarionovitch Djougachvili e anv gwir), politikour ha diktatour soviedat († 5 a viz Meurzh 1953 e Moskov).
- 1879 : Paul Klee, livour genidik eus Suis († 29 a viz Mezheven 1940 e Muralto (Suis)).
- 1883 : Raimu (Jules Auguste Muraire e anv gwir), aktour gall († 20 a viz Gwengolo 1946 e Neuilly-sur-Seine).
- 1892 : Noël Rocquevert (Noël Roquevert e anv gwir), aktour breizhat (ha gall) († 6 a viz Du 1973 e Douarnenez).
- 1913 : Willy Brandt, kañseller alaman ha Priz Nobel ar Peoc'h e 1971 († 8 a viz Here 1992 en Unkel (Alamagn)).
- 1943 : Keith Richards, gitarour saozar strollad The Rolling Stones.
- 1946 : Steven Spielberg, filmaozer amerikan.
- 1963 : Brad Pitt, aktour amerikan.
- 1964 : Bruno Belotti, mestrc'hoarier echedoù italian, teir gwezh Kampion Italia.
[kemmañ] Marvioù
- 1737 : Antonio Stradivari pe Stradivarius, savour binvioù sonerezh italian (° 1644 e Cremona).
- 1829 : Jean-Baptiste de Lamarck, bevoniour gall (° 1añ a viz Eost 1744 e Bazentin).
- 1880 : Michel Chasles, matematikour gall (° 15 a viz Du 1793 en Epernon).
- 1971 : Jean Raymond François Piette (Arzel Even e anv-pluenn), yezhour brezhonek ha krouer Hor Yezh e 1953 (° 3 a viz C'hwevrer 1921 e Lille).
- 2008 : Robert Jonquet, melldroadour gall (° 3 a viz Mae 1925 e Pariz).
[kemmañ] Lidoù
Sent an deiz :
E Breizh :