Ginea Nevez

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Lec'hiadur an enez er bed

Ginea Nevez a zo un enezenn eus Oseania er rann a vez graet Melanezia anezhi. A-us da Aostralia emañ ha disrannet eo diouti gant strizh-mor Torres. Er c’hornaoueg d’ar Meurvor Habask emañ.
An eil enez vrasañ eus ar bed eo goude Greunland, dindan 829 200 km².

Piramidenn Carstensz (anvet Puncak Jaya en indonezeg, gant ar begoù Ngga Pulu, NduguNdugu) eo menez uhelañ an enez (4 884 m).

Div vro[kemmañ]

Rannet eo an enez etre div riez. Dalc’het eo an hanterenn gornaoueg (Papoua ar C'hornaoueg) gant Indonezia. An hanterenn reter a ya d’ober an darn vrasañ eus Papoua-Ginea Nevez, ur vro dizalc’h.

6 900 000 bennak a dud a zo o vevañ en enez-se, an darn vrasañ anezhe a zo Papoued.

Gwelet ivez[kemmañ]